Porsche 911 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: th:ปอร์เช่ 911
Kempennet ar pajennadiñ ha renkañ ar skeudennoù
Linenn 1:
[[Skeudenn:Bundesarchiv Bild 183-2005-1017-525, Dr. Ferdinand Porsche.jpg|thumb|180px|Ferdinand Porsche]]
[[Skeudenn:Bundesarchiv Bild 183-2005-1017-525, Dr. Ferdinand Porsche.jpg|thumb|left|200px|Ferdinand Porsche]]Ouzhpenn pemp bloaz ha tregont eo ar '''Porsche 911''', un oad a zoare evit ur c'harr-tan a zo bet lakaet war ziskouez evit ar wech kentañ e [[Frankfürt]] e miz Gwengolo 1963, da vare [[Saloñs ar C’hirri-tan]]. Den ebet n’en dije soñjet d’ar poent-se e vije bet anezhañ c'hoazh hiziv an deiz ! N'eus karr-tan all ebet en e rummad (hini an « Douristelezh Veur ») hag a zo par d’an 911, abaoe keit-all ma vez. Ken alies m’eo bet tapet ar maout gantañ er redadegoù. Anavezet er bed a-bezh gant an holl re a blij dezho ar c’hirri-tan, ganet e spered lemm [[Ferry Porsche]] hag e hini e vab [[Ferdinand Alexander Porsche|Ferdinand Alexander]], « Butzi », bez’ eo an 911 disoc’h ur mennozh ijinet gant ar c'helenner brudet [[Ferdinand Porsche]], tad Ferry ha tad-kozh « Butzi », anat deoc’h, an hini m’eo bet ijinet gantañ ar [[Volkswagen]] ken brudet, anvet « Buoc'hig-Doue », ar c'harr-tan ez eus bet lakaet da zont er-maez ar muiañ a skouerennoù anezhañ (ne vez ket savet ken ar "Vuoc'hig-Doue" e [[Bro-Alamagn]] abaoe 1979; koulskoude e vez kendalc'het d’ober e [[Mec'hiko]] hag e [[Brazil]], ouzhpenn 50 vloaz goude bezañ bet lakaet war ar stern).[[Skeudenn:Porsche911997.jpg|thumb|600px|An [[Porsche 911|911]], an doare ar muiañ gwerzhet betek miz Mezheven 2006]]
 
==Ar bloavezhioù kentañ==
 
==Ar bloavezhioù kentañ==
[[Skeudenn:Porsche911997.jpg|thumb|500px|An [[Porsche 911|911]], an doare ar muiañ gwerzhet betek miz Mezheven 2006]]
Lakaet eo bet ar Porsche 911 e gwerzh e fin ar bloavezh 1964 evit kemer plas an 356, bet gwelet evit ar wech kentañ 16 bloaz a-raok, war patrom ar « Vuoc'hig-Doue », bet gwellaet hag adrenket neuze. N'eo ket aes tamm ebet, rak brudet-kenañ e oa deuet an 356 da vezañ, met mont war-raok a ranker ober. Ar re gentañ hag a zo bet gwerzhet e-touez an 911 ne droe ket re vat ar c’heflusker enno, met buan e teuio an diskoulm : diaes e oa ar vouetadurezh da reizhañ (gant 2 vouetaer tric'horf pourvezet gant ar stal c’hall [[Solex]], hag a laosko o flas gant ur rummad efedusoc’h eus ar stal [[Weber]]), ha re skañv e oa an ahel en a-raok, abalamour d’ar c'heflusker (ur pezh 6 kranenn a vez yenaet gant an aer, 3 ha 3 stok-ha-stok (« flat-six » e saozneg), 2 litrad kranennad en holl, gouest da zispakañ un nerzh a 130 marc'h DIN da 6100 tr/mn) lakaet a-dreñv an ahel diadreñv.
Buan-tre e teu ar rummad an 911 da vezañ liesseurt : e-pad ar bloavezh 1966 e lakaer e gwerzh ar stumm didoennabl ar c’harroñsadur anezhañ, « [[Targa]] » e anv, hag ar stumm « S », ur stumm kreñvoc'h gant e 160 marc'h DIN, hag a c’hell kas ac’hanoc’h betek 220 km/e ! E-pad ar bloavezh 1967 e vez kinniget ar stumm « T », siouloc’h gant e 110 marc'h DIN nemetken, ha marc'hadmatoc'h dreist-holl !
Linenn 17 ⟶ 19:
Traoù nevez eus ar re gentañ a c’hoarvez gant ar bloavezh-kenwerzhañ 1974 memestra : kresket e vez ar granennad betek 2,7 litr (evel hini ar C'h/Carrera RS), staliet e vez an ensilerezh war ar rummad a-bezh, hag aes eo anavezout ar rummad nevez-mañ gant an distokerioù « mod ar Stadoù Unaned », savet hervez lezennoù ar surentez eno; en diabarzh e vez gwelet azezennoù nevez ivez, gant o c’hilpennerioù stag. Pignat a ra an nerzh bremañ betek 150 marc'h DIN evit an 911 « marc’had-mat » (hag a gemer plas ar stumm « T »), 175 evit an 911 « S », ha 210 evit ar stumm Carrera (pourvezet gant keflusker ar C'h/Carrera RS); kinniget e vezont atav e stumm koupe pe D/Targa, ar C'h/Carrera zoken.
Efedoù enkadenn an eoul-maen e 1973 ne viront tamm ebet ouzh ar stal da vont war-raok atav : e miz Gwengolo 1974 e Paris e kinniger ur stumm dreistvouetet, met ur rakskouerenn eo d’ar poent-se : an 930/911 Turbo, un nerzh a 260 marc'h DIN evit ur granennad a 3 litr. Lakaet e vo e gwerzh e 1975, e stumm koupe hepken.
[[Skeudenn:Porsche911SCJakez.JPG|600px500px|thumb|left|Ur Porsche 911 S a Vro-Leon.]]
 
A-benn ar fin he deus Porsche al « lestr » hag a vanke dezhi evit bezañ degemeret e-touez rummad ar re a renk uhel. Netra nevez a-hend-all evit ar pezh a sell ouzh ar bloavezh-kenwerzhañ 1975; adalek ar bloavezh-kenwerzhañ 1976 koulskoude, e vez savet an 911 gant follennoù-houarn zinket dre an tommder : ken solut int ma ne c’hellont ket merglañ, kazimant ; ne vez kinniget nemet 2 stumm evit ar rummad bouetaet gant aer : an 911 2,7 litr gant e 165 marc'h DIN hag an 911 Carrera 3.0 litr gant e 200 marc'h DIN, e stumm koupe pe D/Targa atav.