Adolf Hitler : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
acfdehyb,lom yez frd |
D Kemmoù 196.206.77.176 (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ JackieBot |
||
Linenn 8:
E [[1919]] e lakaas e anv en DAP, a zeuas da vezañ an [[NSDAP|Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei]] ur pennadig war-lerc'h.
Diwar e urzh eo e voe kroget an [[Eil Brezel Bed]] dre dagañ [[Polonia]] d'ar [[1añ Gwengolo|1añ a viz Gwengolo]] [[1939]] ha drouklazhet 11 milion bennak a dud (en o zouez 6 milion a [[yuzev]]ien) e [[kampoù-diouennañ]] savet gant an [[SS]]ed war dachenn [[Polonia]] dreist-holl ha gant an ''[[Einsatzgruppen]]'' gwallvrudet. Kiriek eo ivez da varv 30 milion bennak a dud all lazhet e-kerzh ar brezel kroget gantañ.
== E vuhez ==
[[Restr:Stammbaum Adolf Hitler 3.png|thumb|400px|Gwezenn familh Adolf Hitler]]
Adolf Hitler a zo bet ganet d’an [[20 Even|20 a viz Even]] [[1889]] en ostaleri ''Gasthof zum Pommer'', Vorstadt Nr. 219, e [[Braunau am Inn]], ur gêr vihan eus [[Aostria-Uhel]] e-kichen harz Alamagn-Aostria. Pevare eo eus ur familh 6 bugel Alois Hitler an tad ha Klara Pölzl ar vamm. An darn vrasañ eus ar vugale a varv d’un oad izel; e c’hoar vras Paula († [[1960]]) a zo an hini nemeti a chomo bev. Alois Hitler, tad Adolf, a oa maltouter. Ganet ar 7 a viz Even 1837, Alois a gemer da gentañ anv familh e vamm, Maria Anna Schicklgruber met d’ar 6 a viz Even 1876 e kemer anv e dad “Hitler”. Desavet eo Adolf en un doare strizh gant e dad, kozh a-walc’h, war e leve e [[1895]]. An [[3 Genver|3 a viz Genver]] [[1903]] e varv e dad, heuliet an [[21 Kerzu|21 a viz Kerzu]] [[1907]] gant e vamm hag a varv diwar [[krign-bev]] ar [[bronn]]. Lisead na fall na mat da vare e skoliata e lise ''Realschule [[Linz]]'', nac’hañ a ra Hitler heuliañ hent e dad. Deuet da vezañ emzivad, bevañ a ra gant ur yalc’had vihan. C’hwitañ a ra div wech e arnodenn evit mont da akademiezh arzoù-kaer [[Vienna]] e 1907 hag an 8 a viz Here [[1908]]. Plijout a ra dezhañ sonerezh [[Richard Wagner]] ha plijout a ra dezhañ lenn ivez. Ober a ra leun a dammoù labourioù disheñvel, en ur vevañ er baourentez e-pad 5 bloaz. Diwezhatoc’h e skrivo e barzh ''[[Mein Kampf]]'' :
« E-pad 5 bloavezh ‘m eus ranket, e-giz darbarer er penn-kentañ, ha livour bihan goude-se, gounit va boued ha ma gopr a oa re zister evidon da zebriñ."
E-kerzh e vloavezhioù tremenet e [[Vienna]] eo e krogo Hitler da vezañ gouennelour, memes ma 'z eo dibosupl gouzout da beseurt mare resis eo ez eo kroget da grediñ en ideologiezh-se.
|