The Silmarillion : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ar kontadennoù → ar c’hontadennoù (kavet gant LanguageTool brezhonek)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
== Istor ==
=== An Ainulindalë ===
Al lodenn gentañ lakaet e-barzh ar Silmarillion a zo bet anvet ''Ainulindalë'' (''Sonerezh an Ainur'' e quenyaeg) hag a gont krouidigezh ar bed. Ur spered anvet Eru ("An Unan") Ilúvatar ("Tad eus pep tra") a ro buhez da speredoù all eus e soñjoù, an Ainur. Diskouez a ra Ilúvatar d'an Ainur un tem, ha graet eo bet ar Sonerezh Vras ganto diwar an tem-se. Melkor avat, un Ainu a oa bet roet dezhañ ar galloud brasañ, en deus c'hoant da lakaat e soñj-eñ e-barzh ar Sonerezh ha neuze e teu dizurzh e kreiz an Ainur hag e-barzh ar Sonerezh. Goude ur mareig e sav Ilúvatar evit echuiñ an dizurzh hag evit reiñ un tem- all. Teir wech e c'hoarvez an dra-se a-raok fin ar Sonerezh. Ilúvatar a ziskouez d'an Ainur ur Weledigezh eus ar Bed a zo bet krouet gant ar Sonerezh met war guzh a ya d'ar Weledigezh. Lavarout a ra neuze Ilúvatar "Eä" evit lakaat an traoù da vezañ, ha meur a Ainu a ya e-barzh ''Arda'' ("An Douar") evit sevel ar Bed. Ar re-se a zo ar Valar.
 
=== Ar Valaquenta ===
Eil lodenn ar Silmarillion a zo ar Valaquenta ("Diskouezadur ar Valar"). Ober a ra listenn ar Valar hag ar Maiar a zo pouezus evit an istor, ha diskouez a ra o Enebour, Melkor Morgoth. Ar Valar a zo an Ainur galloudusañ a zo aet e-barzh ar bed, ha setu o anv : ''Manwë'', Roue ar Bed, Aotrou an Aveloù, ''Ulmo'', Aotrou ar Morioù, ''Aulë'', an Doue-Gov, ''Oromë'', an Doue-Chaseer, ''Mandos'', Aotrou an Anken, ''Lórien'', Aotroù an Huñvreoù, ''Tulkas'', an Doue-Brezelour, ''Varda'', Rouanez ar Stered, ''Yavanna'', Itron an Natur, ''Nienna'', Itron ar Druez, ''Estë'', gwreg Lórien, ''Vairë'', gwreg Mandos, ''Vána'', gwreg Oromë, ''Nessa'', gwreg Tulkas. Melkor a oa ur Vala, met kollet eo bet an titl-se gantañ abalamour d'e oberennoù du. An destenn a ziskouez ivez ar Maiar, speredoù bihanoc'h evel ''Eönwë'', Embanner ar Valar, ''Ossë'', en doa bleniet en Elfed da Valinor, ha ''Uinen'', e wreg, ''Melian'', en doa dimezet gant ''Elu Thingol'' un Aotrou-Elf, ''Curumo'' a zo un Istar anavezet evel "Saroumane" hag ''Olórin'', un Istar- all anavezet evel Gandalf ar Griz.
 
=== Ar Quenta Silmarillion ===
Linenn 26:
Labourat a ra ar Valar war Arda evit sevel un oaledad mat evit an Elfed hag an Dud, met Melkor a zistruj pep tra ket ha ma vez graet. Goude ma oa bet distrujet an daou Lamp a roe gouloù d'ar Bed a ya ar Valar da Aman evit sevel ur c'hastell ouzh Melkor. Savet eo bet kêr Valinor ha krouet eo bet an div Wezenn a ro gouloù da Valinor. Ingalet eo bet ar Stered e-barzh an oabl gant Varda, ha neuze e tihun an Elfed e-kichen Cuiviénen. Dizoloet int bet gant Oromë, ha neuze eo dibabet ober brezel enep Melkor evit diwall anezho. Paket eo bet Melkor gant ar Valar, a ziviz kinnig d'an Elfed da zont en Aman, a-enep ali Ulmö koulskoude. Lod eus an Elfed a nac'h mont, met al lodenn vrasañ a gemer hent da Valinor, rannnet e tri meuriad, ar Vanyar, an Noldor, hag an Teleri. Lod eus an Teleri a ya kuit eus ar C'herzh e-pad ar veaj, ar re gentañ goude ar Menezioù Latarek, ha re all evit klask o Aotrou Elwë, en doa en em gavet gant ur Maia, Melian, ar c'harantez o sevel etrezo. An holl Vanyar, an holl Noldor hag an Teleri bleniet gant Olwë, breur Elwë a ya da Aman.
 
Pa sav Elwë Singollo (a vez graet anezhañ Elu Thingol e sindarin) e rouantelezh (Doriath) e Middle-earth a vev sioul an Elfed en Aman, dindan gouloù an Div Wezenn. Fëanor, mab Finwë Roue an holl Noldor, a ra joaiuzoù eus ar c'hentañ hag a zo ur gov doujet, met ne gar ket e vreudeur eus ur mamm- all, Fingolfin ha Finarfin. Laosket eo Melkor da vont goude ur mare, ha kregiñ a ra ampoezoniñ skouarnoù an Elfed gant gevier diwar ar Valar hag o tiskouezh ar Rouantelezhioù Noldor a c'hallje bezañ e Middle-earth. E-pad ar mare-se a govel Fëanor ar Silmariloù, joaiuzoù bravañ ar Bed abalamour da vezañ gouloù ar Gwezenn enno.
 
Ar gourvenn avat a sav e-barzh kalon Melkor ha kendalc'h a ra awenañ gevier d'an Elfed betek sevel un dispeoc'h etre Fëanor ha Fingolfin. Kondaonet eo bet Fëanor d'an harlu, heuliet gant e dad Finwë. Arsailhañ a ra Melkor an Div Wezenn gant sikour Ungoliant, ur gevnidenn vras ha spontus, ha mont a reont da Formenos e lec'h ma chom Fëanor (a zo e Valinor evit ur gouel) ha Finwë. Marvet eo bet Roue an Holl Noldor ha laeret eo bet ar Silmariloù ganto. Distreiñ a ra Fëanor e Tirion, kêr an Noldored, evit sevel un emsavadeg ouzh ar Valar ha Melkor, a vez graet Morgoth anezhañ gantañ, hag evit mont da vMiddle-earth, hag ul Le spontus a zo lavaret gantañ ha gant e vibien, ul Le a lavar ne vefe savete ebet evit a re a zo ur Silmaril dezho, n'eus forzh natur a c'hallfe bezañ, Vala, Elf, Tud pe Loened. Al lodenn vrasañ eus an Noldor o deus c'hoant da vont e Middle-earth, met heuliañ a reont kentoc'h Fingolfin ha Finarfin eget Fëanor. Mont a reont da Alqualondë, porzh an Teleri, evit kemer bigi o mignoned. Ne fell ket d'an Teleri reiñ o bigi ha neuze e tiviz Fëanor arsailhañ anezho, heuliet gant arme Fingolfin a grede a oa e vreur en arvar. Drailhet eo bet an Teleri ha laeret ar bigi. Tapet eo bet an Noldor dindan Mallozh Mandos a ziouganan gwalleurioù d'an Elfed a glask ar Silmariloù. Finarfin a zibab mont en-dro da Valinor evit kaout digarez ar Valar, o tont da vezañ Roue an holl Noldor.
Linenn 39:
 
=== An Akallabêth ===
An Akallabêth ("An hini a ziskaras") a gont e 30 pajenn pignidigezh ha diskar Rouantelezh Númenor, war enez Andor, e-lec'h a vev an Dúnedain goude an Amzer kentañ. Roet e vez an enez-se da Dri Ziegezh an Dud evit trugarekaat anezho abalamour d'o sikour e-pad Brezel ar Joaiuzoù. Kreskiñ a ra an Dúnedain e furnez ha roet e vez ur vuez pelloc'h eget an dud- all. E-keit ma douj an Númenoreed Arabat ar Valar (difennet e oa mont da Valinor evit an Dud) hag e-keit ma ya an Dúnedain d'an Ankoù hep harz a gresk Númenor betek e vog. Koulskoude, adalek Tar-Ciryatan betek Ar-Pharazôn, a ya an Dúnedain pelloc'h-pellañ eus ar Valar hag an Elfed ha klask a reont bezañ galloudusoc'h, o trevadenniñ Middle-earth da skouer. Stourm a ra Ar-Pharazôn enep Sauron, met kas a ra anezhañ gantañ da Númenor. Dont a ra Sauron da vezañ kuzulier ar Roue, hag arsailhet eo Valinor ganto. Distrujet eo bet Númenor gant Illúvatar ha kaset eo bet Aman war guzh. Nemet an Elendili (Mignoned d'an Elfed) a ya da vMiddle-earth, bleniet gant Elendil hag e vibien Isildur hag Anárion. Krouiñ a reont ar Rouantelezhioù en Harlu, Arnor ha Gondor.
 
=== Gwalinier ar Galloud hag an Trede Amzer ===
Lodenn ziwezhañ al levr a zeskriv an darvoudoù en doa c'hoarvezet e-pad an Eil hag an Trede Amzer war Middle-earth. Kontañ a ra diveuz Sauron e Mordor hag e enklaskoù evit kenlabourat gant an Noldor. Govelet eo bet Gwalinier ar Galloud gantañ ha gant Celebrimbor, mab-kozh Fëanor, e-pad ar mare-se. Met Sauron a c'hov ur walenn- all, ar Walenn Nemeti, hag a gontroll ar re- all. Kuzhet eo bet Gwalinier an Elfed, ne oa bet govelet nemet gant Celebrimbor, hag ur brezel a zo etre an Elfed ha Sauron, a-raok e bakadeg gant an Númenoreed. Goude Diskar Númenor ez eus un unvaniezh etre an Elfed hag an Númenoreed diwezhañ, anvet an Emglev Diwezhañ. Trec'het eo bet Sauron ha kollet ar Walenn Nemeti betek kreiz an Trede Amzer. Goude-se eo bet deskrivet berr ha berr darvoudoù ''The Lord of the Rings'' (Aotroù ar Gwalinier) betek fin Brezel ar Walenn.
 
== Krouidigezh ==