Olier V Klison : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:

[[Restr:Olivier de Clisson tomb.jpg|thumb|200px|'''Olier V Klison'''
''(skeudenn vaen war e vez e Josilin)'']]
'''Olier V Klison''', ganet d'an 23 a viz Ebrel [[1336]] e [[kastell Klison]] ha marvet d'an 23 a viz Ebrel [[1407]] e [[kastell Josilin]], a oa ur baron breizhat hag ur brezelour [[Bro-C'hall|gall]] eus dibenn ar [[Krennamzer|Grennamzer]], kont [[Pourc'hoad]], baron [[Pontkastell-Keren|Pont-ar-C'hastell]], ha [[konestabl Bro-C'hall]]. Brudet e oa da vezañ brezelour kadarn ha kriz en emgannoù ; ''ar C'higer'' e oa e [[lesanv]].

Da gentañ e oa enebour bras Bro-C'hall, dre ma oa bet dibennet e dad e [[1343]] diwar urzh ar roue gall [[Fulup VI (Bro-C'hall)|Fulup VI]]. Goude e troas a-enep an dug [[Yann IV (dug Breizh)|Yann IV]], mignon d'ar [[Bro-Saoz|Saozon]], ha mont a reas da vrezeliñ evit ar rouaned c'hall [[Charlez V (Bro-C'hall)|Charlez V]] hag e vab [[Charlez VI (Bro-C'hall)|Charlez VI]].

Neuze ec'h adskoulmas gant Yann IV, ma voe lakaet da dutor e vab, [[Yann V]].

Dre ma oa brezelour ampart e voe anvet da gonestabl Bro-C'hall en 1380. Perzh a gemeras e [[Brezel Hêrezh Breizh]], hag en [[Emgann an Alre]], ma kollas ul lagad.

Linenn 11 ⟶ 12:
Ganet e oa e [[kastell Klison]]. Mab e oa da [[Olier IV Klison]] (1300-1343), ha da [[Janed Belleville]].
[[File:Vue château et pont Clisson.jpg|thumb|upright=1|left|[[Kastell Klison]] ]]
Pa grogas [[Brezel Hêrezh Breizh]] e oa aet e dad a-du gant [[Charlez Bleaz]] ha [[Roue Bro-C'hall]]. Gouarnour kêr Gwened e oa pa voe kemeret kêr gant ar Saozon e 1342 da vare [[Sezizoù Gwened en 1342#Pevare seziz|pevare seziz Gwened en 1342]].

Prizoniet e voe Olier IV gant ar Saozon, a roe harp da gostezenn Monfort, ha kaset da Vro-Saoz. Dieubet e voe a-benn ur pennad, goude paeañ un arc'hant a voe kavet gwall vihan gant ar roue gall [[Fulup Valois]]. Krediñ a rae eta ar roue hag e guzulierien e oa Klison hag [[Edouarzh III (Bro-Saoz)|Edouarzh III]], roue [[Bro-Saoz]], oc'h iriennañ.
==Lakaet d'ar marv==
Pedet e voe Olier da zont da Bariz d'un tournamant, a-gevret gant ur pemzek aotrou breizhat, gant ar roue [[Fulup VI (Bro-C'hall) | Fulup VI]] . Tamallet e voe dezhañ gant ar roue bezañ iriennet gant ar [[roue saoz]] [[Edouarzh III]] en divije kinniget dezhañ bezañ besroue Breizh.

Prizoniet e voe Olier hag ar re all tost kenkent, ha dibennet dirak koc'hu Pariz d'an 2 a viz Eost 1343.

Kement-se a voe gwelet evel un torfed gant ar c'hronikour [[Jean Froissart|Froissart]] hag e gempredidi. Droug a savas ouzh ar roue gall e-touez noblañsed Breizh. Gwir eo ne glote ket ar seurt tro-gamm gant lezennoù ar varc'hegiezh hervez lennegezh ar mare. Ouzhpenn ne oa ket prouet treitouriezh Klison, prosez ebet ne oa bet, youl ar roue e oa bet ha netra ken<ref group=N>Hervez Georges Bordonove e oa prouennoù gant Fulup VI hag a ziskoueze e oa aet Klison a-du gant ar Saozon.</ref>. hag en amzer-se ne veze ket intentet an dreitouriezh gant an dud uhel evel bremañ: fellout a rae dezho dibab, pa garent, da biv e roent o ger.

Gwashoc'h a voe. Ispilhet e voe e gorf ouzh ar [[post-kroug]] e [[krouglec'h Montfaucon]] e-kichenik Pariz, troc'het e benn outañ ha kaset da Naoned da vezañ diskouezet e penn ur goaf ouzh an nor Sauvetout. Lakaet e voe e gorf ivez ouzh dorojoù Pariz, evel ma veze graet d'an dorfedourien vras.

==Notennoù==
<references/>

[[Rummad:Soudarded vreizhat]]