Bakteri : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot : O kemmañ pa:ਜੀਵਾਣੁ e pa:ਜੀਵਾਣੂ; Kemm dister
D Bet difaziet ul liamm
Linenn 4:
 
 
Evit pezh a sell ouzh Mab-Den, jedet eo bet e oa 10<sup>12</sup> bakterienn o vevañ war kroc'hen pep den, 10<sup>10</sup> a vev er genoù ha 10<sup>14</sup> er bouzelloù, e doare ma'z eus dek gwezh muioc'h a gelligoù bakteri evit a gelligoù den e korf an dud<ref> [http://www.textbookofbacteriology.net/normalflora.html Textbook of Bacteriology : ar bakteri a gaver en dud]</ref>. Dinoazh pe mat evit ar c'horf eo ar pep brasañ eus ar bakteri-se. Bout a ra koulskoude meur a spesad noazus a zegas kalz kleñvedoù evel ar [[kolera|c'holera]], an [[naplezennnaplez]], ar [[bosenn|vosenn]], ar [[serk]], an [[torzhellegezh|dorzhellegezh]].
Bakteri zo a c'hall degas kudennoù analat pe dreizhañ ha lod all a laka ar goulioù da vinimañ. Gallout a reer ober war-dro ar binimadurioù degaset gant ar bakteri a-drugarez d'an [[antibiotik]]où a harzh outo da vevañ. Ar [[penisilin]] da skouer a laka kenaoz speurenn ar c'helligoù bakteri da baouez.