Alamagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Republik Weimar
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 51:
 
Gant drouklazh an arc’hdug [[Franz Ferdinand a Aostria]] d’an 28 a viz Gouere [[1914]] e voe distaget un heuliad darvoudoù hag a gasas d’ar [[Brezel-bed kentañ]]. Alamagn, ha hi e-touez ar [[Galloudoù kreiz]], a voe trec’het gant ar Gevredidi en unan eus ar stourmoù gwadekañ a voe biskoazh. Tarzhañ a reas an [[Dispac'h alaman]] e miz Du 1918, hag an impalaer William II hag an holl briñsed alaman a roas o dilez. Sinet e voe un arsav-brezel d’an 11 a viz Du ha rediet e voa Alamagn da sinañ [[Feur-emglev Versailhez]] e miz Mezheven 1919. Er c’hontrol d’an hengoun diplomatel war-lerc’h ar brezelioù e voe lezet ar Galloudoù Kreiz a-gostez e-pad an emzivizoù anezhañ. Gwazh e voe an Alamaned eus ar pezh a raent ''diktat'' Versailhez anezhañ, ha soñjal a reer alies e voe aesaet donedigezh an [[Naziegezh]] gant ar garv ma oa.{{dave|lee_h}} Goude berzh an [[Dispac'h alaman]] e miz Du 1918 e voe embannet [[Republik Weimar]]. Lakaet e voe [[Bonreizh Weimar]] da dalvezout pa voe sinet gant ar Prezidant [[Friedrich Ebert]] d’an 11 a viz Eost [[1919]]. Diazezet e oa bet ar [[Strollad Komunour Alaman]] gant [[Rosa Luxemburg]] ha [[Karl Liebknecht]] e 1918, ha Strollad al Labourerien Alaman, anavezet diwezhatoc’h evel Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, pe [[Strollad Nazi]], a voe diazezet e miz Genver 1919.
=== Republik Weimar (19191918-1933) ===
s.o. [[Republik Weimar]]
=== Trede Reich ===