Bleiz gris : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
n
CHom → Chom, Uhel tre → Uhel-tre
Linenn 29:
Ar c'houpl alpha hepken a bar (se a zo un doare ag aozadur a gaver s spesadoù arall a gion o vevañ e bagadoù-chas evel an [[Dhol]] pe al [[Lykaon]]. Etre genver hag ebrel emañ an amzer-parañ. Diwezhatoc'h e vez er broioù yen. Un torad nemetañ e vez ganet e pep bagad-chas estreget a far ar par alpha gant unan eus ar barrezed mestroniet. Ma c'hell-hi an dra-mañ e arnodo ar penn-barrez da virout an dra-se da c'hoarvez dre bellaat he c'hevelerezed diouzh ar par.
 
Etre 60 ha 63 devez e pad an dougen. War dro 500 g e pouez ar venned. Dall ha bouzar ez int ha ne c'hellont ket bevañ hep ho mamm. Ur barrez a c'hell genel etre 1 ha 14 bleizig. CHomChom a reont er mougev betek ma vez tizhet oad teir sizhunvezh ganto. En un dachenn uhell e vez lec'hiet ar mougev ar peurliesañ ha tost ouzh an dour. Bez ez eus ur "gambr" en e benn, goude un hent-riboul a c'hell muzul meur a vetrad. Goude teir sizhunvezh ez a ar bleizig da zizalc'hoc'h ha kregiñ a reont da ergerzhout o endro. Gallout a reont pellaat ag ur c'hilometrad pa dizhont 5 sizhunvezh. Goude div sizhunvezh e krogont da zebriñ kig adskopet ha dizonet e vezont goude 8-10 mizvezh. E-pad ar sizhunvezhioù kentañ e ra ar vamm war-dro e venned ganti hec'h unan met skoazellet e vo diwezhatoc'h gant ar peurrest eus ar bagad-chas.
[[Skeudenn:Canis lupus resting in front of den.jpg|left|thumb|Ur bleiz e-kichenn e zouarenn.]]
Goude div vizvezh e vo ar bleizigoù diblaset d'ul lec'h ma vint e surentez tra yelo ar bagad-chas da hemolc'hiñ. Unan pe daou vleiz vras a chom ganto d'o mirout. Goude un nebeut a sizhunvezhioù muioc'h e vez aotret ar bleizigoù da heuliañ ar re vras ha gwir o-deus da zebriñ da gentañ daoust d'o renk izel. Ne gemerint ket perzh en hemolc'h kent ma vez tizhet eizh mizvezh ganto. Da stourm etrezo e krog da sevel ur renkadurezh ha da embreger al lidoù ag aotrouniezh hag a sujidigezh diouer d'o vuhez kevredel.
 
O oad-gour e tizh ar bleizi goude daou pe tri bloavezh. Oblijet e vo kalz anezho neuze da vont kuit eus ar chasha da grouiñ ur chas nevez. Etre 6 ha 8 bloavezh e c'hell bevañ ar bleizi en natur hag-eñv e c'hellont bevañ div wech hiroc'h en erreoù. Uhel -tre eo ar feur-merventez. Kalz bleizigoù a varv gan an aon ha kalz arall a vez lazhet gant preizherien evel [[arzh]]ed, [[koyot]]ed pe lern. Mervel a ra ar bleizi en abeg d'ar bigrierezh, d'ar gwallzarvourdoù-kar ha da c'hloazioù-hemolc'h. Daoust ma c'hell bleizi tizhet ganto o oad-gour bezañ lazhet gant preizherien o enebour pennañ a vez bleizi o tont eus chaseoù arall.
 
== Emzalc'h ==