Gian Gastone de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot : O kemmañ pl:Gian Gastone de' Medici e pl:Jan Gaston Medyceusz
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Nec'het e oa e dad, an dug-meur [[Cosimo III de' Medici]], o soñjal e oa poent kaout ur pennhêr, rak bugel ebet n'o doa bet e zaou vab henañ. Abalamour da se e reas d'e drede mab Gian Gastone dimeziñ d'un [[intañvez]] alaman, ar gontez [[Anna Maria Franziska von Sachsen-Lauenburg]], a oa mamm d'ur verc'hig. E 1697 e voe graet an eured.
 
Bevañ a reas Gian Gastone ganti e Bohemia e kastell [[Ploschkowitz]], ma kavas hir e amzer. Dizemglev a oa en ti, chabouz alies, ha bugel ebet ne voe graet. A-benn ar fin e oa troetGiantroet Gian Gastone gant ar boeson hag ar baotred.
 
E 1723 e varvas Cosimo, ha setu Gian Gastone lakaet da zug-veur. E gwirionez e oa e vignoned e penn ar vro. Degemer a reas infant Spagn, Don Carlos, en 1731, evel pennhêr kurunenn Toskana.
 
Met un emglev all a voe etre an [[Impalaeriezh Santel]] ha [[Bro-C'hall]] diwar-benn dazont an dugelezh, pa voe echuet [[Brezel Hêrezh Pologn]], war ginnig ar [[kardinal Fleury|c'hardinal Fleury]]. Hervez [[feur-emglev Vienna (1738)]] e voe roet Dugelezh-veur Toskana da [[François Ier du Saint-Empire|François III Étienne, duc de Lorraine et de Bar]], ha hennezh a rankas leuskel e zugelezh gant roue diroueet Pologn, [[Stanislas Leszczyński]], a oa tad-kaer roue Bro-C'hall .
 
<!--
Cependant, à l'issue de la [[guerre de succession de Pologne]], un autre arrangement international dispose du grand-duché. Par une habile manœuvre du [[cardinal de Fleury]], premier ministre français, les préliminaires du [[traité de Vienne (1738)]] mettent fin à la guerre de succession de Pologne, et disposent notamment que le grand-duché de Toscane, sans héritier direct, soit attribué à [[François Ier du Saint-Empire|François III Étienne, duc de Lorraine et de Bar]], lequel doit en retour céder ses duchés à [[Louis XV de France|Louis XV]] au profit du roi de Pologne détrôné [[Stanislas Leszczyński]], beau-père du roi de France.
-->
 
==E varv==
Mervel a reas divugel e 1737. Goude e varv ne chomas nemet [[Anna Maria Luisa de' Medici]] (1667-1743) evel Medici ken war an douar.
 
 
 
 
François de Lorraine, mab-kaer d'an [[Impalaer santel]] [[Karl VI an Impalaeriezh santel]], a voe lakaet da zug-meur hervez an emglev, hag anvet [[Francisco II]] .