Georgia O’Keeffe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 9:
War ar maez eo bet desavet Georgia O'Keeffe, e ti-feurm he zud e-kichen [[Sun Prairie]] ([[Wisconsin]]) , gant e seiz breur ha c'hoar. Adalek e 12 bloaz, e sonjas ar plac'h yaouank da vezañ un arzourez, kement e blije dezhi kentelioù tresañ ha livañ.
Da c'houde e tilojas ar familh e [[Williamsburg]] (Virgini). Pa oa 17 bloaz, ez eas Georgia da studiañ en Art Institute e [[Chicago]]. Da heul ez eas da [[New York]] er Art Students League, a oa ur skol arzoù eus ar re vrudetañ d'ar mare-se.
Arz ha mennozioù [[Vassily Kandinsky]] a oa levezon bras warni. Ur gelennerez a oa O'Keeffe e-pad ur pennad, e Canyon (Texas).
E 1916 e oa diskouezet evit ar wech kentañ tresadennoù Georgia gant [[Alfred Stieglitz]](1864-1946), un arzour ha luc'hskeudenner a oa o chom e New-York.
E 1924 O'Keeffe a zimezas Alfred Stieglitz. Hennezh en doa tennet poltredoù stank eus e wreg (meur a 350 skeudenn). A-drugarez dezhan, e kejas Georgia ouzh un toullad arzourien, livourien, skrivagnerien, luc'hskeudennerien dreist-holl eget [[Paul Strand]].
E-pad bloavezhioù, e oa O'Keeffe ha Stieglitz o labourat assembles, levezonet an eil egile.
Diskouezagoù all e aozas Stieglitz gant taolennoù Georgia. Tamm-ha-tamm e teuas O'Keeffe da vezañ unan eus an arzourezed ar re vrudetan er bloavezhioù 20 e New York.
 
== Oberennoù ==