Piramidenn vras Gizah : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 8:
Un nebeud kantadoù a vetradoù er gevred d'ar biramidenn vras emañ [[Piramidenn C'hafra]], un tammm bihanoc'h, Unan eus warlerc'hidi C'houfou a vez sellet outañ evel saver ar [[Sfiñs bras Gizah|Sfiñs bras]], hag un tamm pelloc'h er mervent emañ [[Piramidenn Menkaoura]], warlec'hiad C'hafra, zo un hanter gwezh bihanoc'h war vete nebeut.
 
Soñjal a ra ar pep brasañ eus ar skiantourien e oa echuet e 2560 kent J.-K..<ref>[http://www.pbs.org/wgbh/nova/pyramid/explore/khufustory.html ]</ref>. Daoust ma'z a an deiziad-se a-enep ar [[Amzeriatadur dre radiokarbon|bloaziadur dre radiokarbon]], ez eo harpet gant ar fed ma ne gaver ket roudoù arkeologel eus bezañs ur sevenadurezh hag ur boblañs bras a-walc'h pe eus barregezhioù tekenek en tolead-se kent ar pevare tierniezh.
 
Krediñ a ra lod e vije bet [[Vizir (Henegipt)|vizir]] C'houfou, [[Hemiounou]], a vije bet tisavour ar biramidenn<ref>Kimmelman, Michael, [http://www.library.cornell.edu/colldev/mideast/egpart.htm "Egyptian Art: The Mysterious Lure of an Old Friend"], ''The New York Times'', 17 a viz Gwengolo 1999</ref>