Io (mitologiezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Trec'hlid mitonet kaset ar bajenn Io (Hellaz) da Io (mitologiezh): Anvadur boasoc'h ha komprenusoc'h
Kempenn, reizhañ liammoù diabarzh...
Linenn 2:
[[Skeudenn:Figino.jpg|thumb|right|280px| ''[[Yaou]] ha Io'', gant [[Ambrogio Figino]].]]
 
'''Io''' ( Ίώ / Iố e [[henc'hresianeg|gregach]]) a oa unan eus [[serc'h]]ed [[Zeus]]. Gantañ e voe troet da [[annoar]]. [[Merc'h]] e oa d’an [[doue-stêr]] [[Inac'hos]], nemet ''merc'h Piren'' a vez graet anezhi gant [[Hesiodos]]. Ur [[c'hoar]] he doa, [[Mykene]] hec’h anv.
 
 
[[Merc'h]] e oa d’an [[doue-stêr]] [[Inac'hos]], nemet ''merc'h Piren'' a vez graet anezhi gant [[Hesiodos]]. Ur [[c'hoar]] he doa, [[Mikenea]] hec’h anv.
 
==Mojennoù==
[[Belegez]] e oa e templ [[Hera]] en [[Argos (keoded)|Argos]], ha Zeus a daolas evezh outi ha ne voe ket pell o vont da greskiñ bagad e serc’hed niverus. Alies ez ae an doue d’he gwelout, gantañ tres ur goumoulenn. Ken ec’h erruas an deiz ma voe darbet dezho bezañ tapet a-greiz o c’hoarioù gant Hera. Ha Zeus da dreiñ Io en annoar, unan wenn vrav, evit mirout ouzh ar [[chabouz]]. Tapet Hera ha ne welas mann, met diskred a oa ganti memes tra, ken e c’houlennas al loen evel prof. Gouzout a ouie troioù he [[gwaz]] abaoe an amzer. Pa voe aet an annoar goant gant Hera e talc’has Zeus da vont da welout anezhi e kuzh, troet en un tarv. Hera neuze a roas al loen da ziwall da [[Argos Panoptes]] (« an hini a wel pep tra ») [[ramz]] e gant lagad, evit he diwall diouzh Zeus.
Pa voe aet an annoar goant gant Hera e talc’has Zeus da vont da welout anezhi e kuzh, troet en un tarv. Hera neuze a roas al loen da ziwall da [[Argos Panoptes]] ( « an hini a wel pep tra ») [[ramz]] e gant lagad, evit he diwall diouzh Zeus.
 
Goulenn a reas Zeus ouzh e vab [[Hermes]] mont da lazhañ Argos. Mont a reas ar [[mab]] sentus da gontañ istorioù ken borodus, ouzh son an delenn, ken e vanas kousket ramz e gant lagad. Ha Hermes ha dibennañ ar paourkaezh den. Evit enoriñ he servijer feal, petra a reas Hera, nemet tapout e gant lagad d'o lakaat war lost he labous muiañ karet, ar [[paünpaun]].
 
Evit kas an dorzh d'ar gêr e reas d'ur [[moui|vouienn]] mont da flemmañ Io dizehan. Neuze, gant ar boan hag ar gonnar, e tec'has-hi hag e redas broioù e-leizh. E-pad he zec'hadenn en em gavas gant [[Prometeüs]] a oa chadennet ouzh ar Menez [[Kaokaz]], hag a lavaras dezhi e teuje da vaouez en-dro un deiz bennaket hag e vije gourvamm un haroz meur, [[Herakles]], hag a deuje diwezhatoc'h d'e zichadennañ eus ar menez.
 
Hec'h anv he deus roet da [[Mor Ionia|Vor Ioania]] ha da strizhdouarstrizh-douar ar [[Bosfor]] (''Roudour ar vuoc'h''). A-benn ar fin setu -hi degouezhet en Egipt, ha Zeus a droas anezhi e maouez en-dro, hag eno e c'hanas o mab [[Epafos]]. Hi an hini a skignas en he bro nevez kehelerezh [[Demeter]], anvet «Isis» ganti. Se zo kaoz e vez hevelebekaet ouzh Isis pe Hathor, hag he mab Epafos ouzh Apis.
 
==Lennadurezh==