Implijer:Siubhán McGunn/poull-traezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Plato Silanion Musei Capitolini MC1377.jpg|thumb|150px|'''Platon'''
''Aozer an "Divizoù"'']]
'''Daelerezh''' a reer eus hollad an araezioù kefredel a implijer en argerzh ar breutaat poellek etre daou zen pe vuioc'h o deus mennozhioù disheñvel, a-benn anataat kealioù, dizarbenn an arguzennoù enep ha kendrec'hiñ an dud pe dizoleiñ ur wirionez.<ref>VAN EEMEREN F. H., en ''Anyone Who Has a View — Theoretical Contributions to the Study of Argumentation (Argumentation Library)'', Springer, 2003 ISBN 978-1-4020-1456-7 {{en}}</ref><ref>PINTO Robert C., ''Argument, Inference and Dialectic — Collected Papers on Informal Logic (Argumentation Library)'', Springer, 2010 ISBN 978-90-481-5713-6 {{en}}</ref>
Theoretical Contributions to the Study of Argumentation (Argumentation Library)'', Springer, 2003, ISBN 978-1-4020-1456-7</ref> <ref>PINTO Robert C., ''Argument, Inference and Dialectic — Collected Papers on Informal Logic (Argumentation Library)'', Springer, 2010, ISBN 978-90-481-5713-6</ref>

Arabat eo droukveskañ ''daelerezh'' ha ''breud'', rak breutaat a c'haller a-zivout un dodenn na sell ket war-eeun ouzh an den ha bezañ diresis en argerzh abalamour da drivliadoù a zo e-maez perzhioù poellek arguzenn pe arguzenn. An daelerezh a implijer da brouiñ gwirionez un arguzenn ha falsentez an arguzenn enep.

Linenn 8 ⟶ 7:
E [[prederouriezh]] [[Henc'hres]], hini [[Sokrates]] ha [[Platon]] pergen, e oa an daelerezh arz ar breutaat dre c'houlennoù ha respontoù.

Pelloc'h, er [[Krennamzer|Grennamzer]], e oa an daelerezh par d'ar [[poelloniezh|boelloniezh]], evel enebet ouzh an dareulerezh.

Diwezhatoc'h, da heul [[Georg Wilhelm Friedrich Hegel]] ([[1770]]-[[1831]]), e voe lakaet an daelerezh da argerzh ar preder ma ne c'haller ket disrannañ soñjoù dislavarus (an dodiñ hag ar gourdodiñ) hogen ma c'haller o unvaniñ er c'hendodiñ.

''Danvezelouriezh daelerezhek'' a reer eus prederouriezh [[Karl Marx]].

Linenn 15 ⟶ 14:
== Gerdarzh ==
=== Brezhoneg ===
Nevez eo ar ger ''daelerezh'', pa n'eo testeniet nemet abaoe [[1992]]. Deveret eo diouzh ''dael'', a zo testeniet abaoe [[1732]] hag a zeu eus an [[henvrezhoneg]] ''dadl''. Evel ar [[kerneveureg|cherneveureg]] ''dathel'', ar [[kembraeg|c'hembraeg]] ''dadl'' hag ar [[gouezeleg]] ''dàil'' e teu ''dadl'' eus an [[hengeltieg]] ''datlā'' a dalvez "bodadeg".<ref>DESHAYES Albert, ''Dictionnaire étymologique du breton'', Chasse-marée, Douarnenez, 2003 ISBN 978-2-9142-0825-1 {{fr}}</ref><ref>MacLENNAN Malcolm, ''A Pronouncing and Etymological Dictionary of the Gaelic Language'', 1925 (orin), Mercat Press, Edinburgh, 1979, ISBN 978-1-873644-11-9 hag Acair Ltd., Stornoway, 1997, ISBN 978-0-86152-171-5 {{en]]}}</ref>
=== Yezhoù indezeuropek nann-keltiek ===
Eus ar wrizienn [[latin]] ''dialectica'', diwar an [[henc'hresianeg|henc'hresianek]] διαλεκτική ''dialektikê'', "arz ar breutaat", e teu ar gerioù kevatal da ''zaelerezh'' er yezhoù [[indezeuropeg|indezeuropek]] nann-keltiek. Ar [[perseg]] (''farsi'') دیالکتیک a lenner ''dyyalektik'' ivez.
=== Un nebeud yezhoù all ===
En [[arabeg]] e lavarer جدلية ''(d)jadalyya'', "breutadenn", diwar ar wrizienn جدل ''(d)jadal'', "tabut".<ref>REIG Daniel, ''Dictionnaire arabe-Françaisfrançais, français -arabe'', Larousse, Paris, 2008, ISBN 978-2-03-584217-6 {{ar}} {{fr]]}}</ref> Heñvel eo ster דיאלקטיקה en [[hebraeg]], ur yezh semitek all. Heñvel ivez eo ster ar ger er yezhoù nann-indezeuropek all : breutadenn, tabut.

Resisoc'h eo ar ger [[sinaeg|sinaek]] 辩证法 , [[pinyin]] ''biàn zhèng fǎ'', "doare da vreutaat ha prouiñ"<ref>[http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html ''Chine Nouvelle''] {{fr}} {{zh}}</ref>

Kement ha "prezeg a brou al lezenn" e talvez ar ger [[japaneg|japanek]] べんしょうほう / 弁証法 ''benchouhou''<ref>[http://www.kantango.com/ ''Kantango''] {{ja}} {{en}}</ref><ref>[http://www.dictionnaire-japonais.com/search.php?PHPSESSID=a561d0948a9699543a853e057cf2e735&w=%E5%BC%81%E8%A8%BC%E6%B3%95&t=1 ''Dictionnaire japonais''] {{ja}} {{fr}}</ref>, a hañval bezañ kar d'ar [[koreaneg|c'horeaneg]] 변증법 ''byeon jeum beop'', "brasaat tu al lezenn".<ref>[http://www.lexilogos.com/coreen_alphabet.htm ''Lexilogos''] {{ko}} {{fr}}</ref>

== Pennaennoù ==
Plaenaat diemglevioù dre vreudoù poellek eo pal an daelerezh ; pelloc'h ez eo e bal klask ar wirionez.

Kent Sokrates e veze ar boaz gant ar brederourien kemer un diogeladenn ha prouiñ e oa gwir dre ziskouez e kase an diogeladenn enep d'un disoc'h diwir pe ziboell.<ref>RESCHER Nicholas, ''Reductio ad Absurdum'', 2005, [http://www.iep.utm.edu/reductio/ ''Internet Encyclopedia of Philosophy''] {{en}}</ref>

Un hentenn all a oa bet dibabet gant Sokrates : kemer ur goulakadur ha diskouez e kas d'un dislavar, ha dre-se tennañ ar vartezeadenn-se diouzh tachenn ar wirionez.

Un trede doare eo da blaenaat diemglemvioù eo diarbenniñ diazez an diogeladenn ha hini an diogeladenn enep ha treuzkas an div d'un trede diogeladenn a zo dreist dezho ha tostoc'h d'ar wirionez. Alies e sav un diemglev all dre an hentenn-se, pa nac'h dalc'hidi an diolegadennoù kentañ distreiñ war o soñj.

Tostoc'h d'hon amzer e voe diazezet un daelerezh nevez a anver ''daelerezh Hegel'', pe ''daelerezh Fichte'' da heul ar prederour [[Prusia|prusian]] Johann Gottlieb Fichte ([[1762]]-[[1814]]) ; pevar meizad a ya da ober ar sichenn anezhañ :
# bevennek hag ardreuzat eo pep tra, dre ma n'eus anezhañ nemet e red an amzer ;
# savet diwar nerzhioù kontrol eo pep tra ;
# tamm-ha-tamm e kemm an traoù, ar pep a gas da enkadennoù pa vez un nerzh o kemer an tu kreñv war ar re all — kemmoù en niver a nerzhioù a gas da gemmoù e perzhioù an nerzhioù ;
# a-droellennoù e ya ar c'hemmoù, ned eont ket a-gelc'hadoù — dislavar an dislavar n'a ket en-dro.
Bez' e oa dija eus ar pennaennoù-se e meizad an daelerezh da vare [[Herakleitos]] (~[[535]] - ~[[475]] KJK), pa zisklêrie hemañ e oa pep tra o kemmañ bepred dre c'hoari enebiezh an nerzhioù a zo e pep tra.<ref>WILLIAMS Howard L., ''Hegel, Heraclitus and Marx's Dialectic'', Prentice-Hall, 1989 ISBN 978-0-7450-0527-0 {{en}}</ref>
== Notennoù ==
<references />