Implijer:Siubhán McGunn/poull-traezh : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
E [[prederouriezh]] [[Henc'hres]], hini [[Sokrates]] ha [[Platon]] pergen, e oa an daelerezh arz ar breutaat dre c'houlennoù ha respontoù.
Pelloc'h, er [[Krennamzer|Grennamzer]], e oa an daelerezh par d'ar [[poelloniezh|boelloniezh]], evel enebet ouzh an dareulerezh.
Diwezhatoc'h, da heul [[Georg Wilhelm Friedrich Hegel]] ([[1770]]-[[1831]]), e voe lakaet an daelerezh da argerzh ar preder ma ne c'haller ket disrannañ soñjoù dislavarus (an dodiñ hag ar gourdodiñgourzhdodiñ) hogen ma c'haller o unvaniñ er c'hendodiñ.
''Danvezelouriezh daelerezhek'' a reer eus prederouriezh [[Karl Marx]].
Linenn 34:
# a-droellennoù e ya ar c'hemmoù, ned eont ket a-gelc'hadoù — dislavar an dislavar n'a ket en-dro.
Bez' e oa dija eus ar pennaennoù-se e meizad an daelerezh da vare [[Herakleitos]] (~[[535]] - ~[[475]] KJK), pa zisklêrie hemañ e oa pep tra o kemmañ bepred dre c'hoari enebiezh an nerzhioù a zo e pep tra.<ref>WILLIAMS Howard L., ''Hegel, Heraclitus and Marx's Dialectic'', Prentice-Hall, 1989 ISBN 978-0-7450-0527-0 {{en}}</ref>
== An daelerezh en Henamzer ==
=== Kent Sokrates ===
En [[Henc'hres]], da heul ar prederour [[Parmenides]] a lavare n'eus gwirionez ebet e meno den pe zen, e selled alies ouzh an daelerezh evel ouzh "poell an touell" : arz ar vrizhouizieien a lavar gaou, hep gouzout dezho a-wezhioù, a embannont evel gwirionez dre zrevezañ doareoù ar poell gwirion, ar poell-se o kuzhat goullonder o frezeg.<ref>KANT Immanuel, ''Kritik der reinen Vernunft''([[1781]]), Anaconda Verlag, 2009 ISBN 978-3-86647-408-6 {{de}} — [http://gutenberg.spiegel.de/buch/3502/1 ''Projekt Gutenberg-DE''] {{de}}
:• ''Critique of Pure Reason'', Dover Publications Inc., 2004 ISBN 978-0-486-43254-0 {{en}}
:• ''Critique de la raison pure'', Gallimard, 1990 ISBN 978-2-07-032575-7 {{fr}}</ref>
Pelloc'h, er pezh a anver ''predouriezh klasel'' Henc'hres, e troas an daelererezh d'un doare poellata a zo diazezet war ar c'hendiviz etre arguzennoù (an dodiñ) hag arguzennoù kontrol (ar gourzhdodiñ). Diarbennadur an dodiñ e vez disoc'h an hentenn-se a-wezhioù ; gwezhioù all e teu an dud a-benn da gendeuziñ an arguzennoù er c'hendodiñ, da lavaret eo un diogeladenn tostoc'h d'ar wirionez ; dibaot a wezh e tro ar breud da enebiezh krenn, hag hep disoc'h bastus ebet e vez alies laouen an dud o vezañ gwellaet live ar breud.
== Notennoù ==
<references />