Istanbul : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Nevesaat
→‎Bizantion: Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 27:
Evit an amzerioù a-raok [[1453]] ez eus da sellet ouzh istor [[Kergustentin]] hag hini an [[impalaeriezh roman ar Reter]] hag evit ar mareoù turk goude 1453 ouzh ar pennadoù [[Impalaeriezh otoman]] ha [[Turkia]].
 
Bizantion a zo bet diazezet gant trevadennourien [[Sevenadur gresian|c'hresian]] deuet eus [[Megara]] e [[-667|667 Kentkent JK]], ar re-se konduet gant an tiern [[Bizas]]. Dont a ra Bizantion eus "''Bizantium''", hemañ an anv latin treuzskrivet diouzh ar [[gresianeg]] Βυζάντιον. Diwar e saviad dibar e kreskas an [[armerzh]] diwar an eskemmoù bras etre ar [[Balkanoù]] hag [[Azia]]. Ne oa nemet ur porzh bihan a-walc'h war ribl un aber bihan digoret war strizh-mor ar Bosfor, ar C'horn Aour e anv.
 
Pa oa aet an annezidi war gostezenn Pescennius Niger e reas an danvez impalaer [[Septim Sever]] seziz [[Bizantion]] e [[196]] hag e voe distrujet diwar se. Met Septim Sever a lakaas ar [[geoded]] da vezañ adsavet hag e teuas ar binvidigezh en-dro.