AC/DC : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: gu:એસી/ડીસી |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 20:
'''AC/DC''' a zo ur strollad sonerezh [[rock]] [[Aostralia|aostralian]], savet e [[Sydney]] e-kerzh miz an Azvent [[1973]]. A-c'houde an amzer-se e ra berzh ar strollad-se, gwerzhet e vez pladennoù a-vil-vern getoñ (muioc'h evit 200 milion er bed a-bezh). Ur strollad [[hard-rock]] pe [[heavy-metal]] a vez graet anezhañ get an darn vrasañ, pezh n'eo ket sur, tenniñ a ra e sonerezh d'ar [[blues]] ivez, gwir eo avat n'eo ket blues ar maezioù rak get [[tredan]] e trelosk ar [[gitar|gitaroù]] ha n'eo ket get dasson ar c'hoad. Gitaroù "peurgarg" pa lavarin mat. Kalavern, bejoñs a vez gete, setu ar pal.
Daou brantad amzer a zo e buhez AC/DC, hag a glota get daou ganer, an eil en doa kemeret lec'h an hani kentañ pa oa marvet hemañ diwezhañ, [[Bon Scott]] e anv, e [[1980]]. Setu prantad [[1973]]-1980, ha prantad 1980 betek bremañ (
Linenn 46:
== Darvoud kriz ==
[[Restr:Bon Scott.jpg|thumb|250px|right|Bez [[Bon Scott]] e [[Fremantle]]]]
Ur gwall reuz a voe e miz C'hwevrer 1980, pa voe kavet Bon Scott marv àr azezenn a-dreñv oto e vignonez, mouget anezhoñ get e zislonkadur, goude lonkiñ re a alkol. Mantret izili ar strollad ha da neuze e felle dezhe gober un arsav, broudet e voent get tud Bon Scott da genderc'hel get ar strollad, ha neuze kavout ur c'haner nevez : pezh voe graet get Brian Johnson, hag a oa é
kaniñ e-barzh Geordie, ur strollad a oa bet gwelet get Bon Scott e-unan e-raok, hag hemañ diwezhañ ne oa ket chomet diforzh pa oa bet klevet mouezh Johnson getoñ.
|