Implijer:Siubhán McGunn/poull-traezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 60:
 
== An daelerezh er Grennamzer ==
Anicius Manlius Torquatus Severinus Boëthius (~[[480]] - ~[[525]]), ur prederour [[italia]]n, e voe ar gouizieg kentañ o labourat war oberennoù Aristoteles er [[Krennamzer|Grennamzer]].
Ar [[yezhadur]], an daelerezh hag an dareulerezh kendeuzet eo an daelerezh hervez termenadur kentañ Diogenes Laertios eta. <abbr title="Latin evit 'an tri hent'">''Trivium''</abbr> skolioù an Henamzer e oa, da lavaret eo kentañ derez an deskadurezh ; "galloud ar yezh" e oa an ''trivium'', ha diazez an eil derez anvet ''quadrivium'' : ar [[sonerezh]], an [[niveroniezh]], ar [[mentoniezh|ventoniezh]] hag ar [[steredoniezh]]. ''Ar seizh arz frank'' a raed eus ''trivium'' ha ''quadrivium''.<ref>Div werzhenn latin o deskrive :
{| width="95%" align="center"
Linenn 71 ⟶ 72:
</ref><br />
[[File:Philosophie mit den sieben freien Künsten.jpg|thumb|250px|<center>'''Ar brederouriezh hag ar seiz arz frank'''<br />gant Nicolas Xavier Willemein (1763-1833)<br /><small>''Universitätsbibliothek Johann Christian Senckenberg, [[Frankfurt]]</small></center>]]
E deroù an [[VIIIvet kantved]] ez erruas ar seiz arz frank er [[Kornôg|C'hornôg]] [[kristeniezh|kristen]] dre ar[[manac'h]] [[Beda Venerabilis]] hag an [[eskob]] [[Isidoro de Sevilla]]. Adkemeret e voent gant ar manac'h [[Bro-Saoz|saoz]] [[Alcuin]], kuzulier [[Karl Veur]], evit diazezañ reizhiad deskadurezh impalaeriezh ar [[Karolongidi|Garolingidi]] ([[800]]-[[887]]).
 
E deroù an [[VIIIvet kantved]] ez erruas ar seiz arz frank er [[Kornôg|C'hornôg]] [[kristeniezh|kristen]] dre ar[[manac'h]] [[Beda Venerabilis]] hag an [[eskob]] [[Isidoro de Sevilla]]. Adkemeret e voent gant ar manac'h [[Bro-Saoz|saoz]] [[Alcuin]], kuzulier [[Karl Veur]], evit diazezañ reizhiad deskadurezh impalaeriezh ar [[Karolingidi|Garolingidi]] ([[800]]-[[887]]).

En abeg da aloubadegoù ar [[Viking]]ed, an [[Arab]]ed hag anha [[Hungaria|Hungariz]] en [[IXvet kantved|IXvet]] ha [[Xvet kantved]] e voe paouezet pe dost da gelenn ar sonerezh, an niveroniezh, ar ventoniezh, ar steredoniezh hag an daelerezh. Gant ar manac'h Gerbert d'Aurillac, a vo ar [[pab]] [[Jelvestr II]] diwezhatoc'h, e voe adlakaet an daelerezh da zanvez-kelenn en [[Iliz katolik]] a-c'houde e veajoù-studi e [[Katalonia]] ([[963]]-[[971]]) ma lennas diwar-benn Aristoteles : ''quadrivium'' ha daelerezh a gelennas e skol an eskopti e [[Reims]].<ref>RICHÉ Pierre, ''Gerbert d'Aurillac, le pape de l'an mil'', Fayard, 1987 ISBN 978-2-213-01958-1 {{fr}}</ref>
 
Adalek an [[XIvet kantved]] e voe adtroet oberennoù Aristoteles, ar pezh a roas lañs d'un tabut en Iliz etre dalc'hidi an daelerezh, e soñje dezho e c'halle hentenn Aristoteles reiñ un displegadenn boellek d'ar c'hevrinoù kristen, hag enebourien an daelerezh, o devoa aon e vije kollet ar c'hevrinoù relijiel, hag a zalc'he da aotrouniezh [[Tadoù an Iliz]].
Linenn 80 ⟶ 82:
Er c'hantved-se ivez e voe troidigezhioù latin nevez eus skridoù Aristoteles, o tont eus [[Toledo]] e [[Spagn]] hag eus [[Italia]] ; addisplegerien Aristoteles a voe troet ivez, en o zouez reoù o tont eus [[Arabia]], evel ابن سينا ''Ibn Sina'' ([[Avisenna]]).
 
En [[XIIIvet kantved]] e c'hanas prederouriezh Aristoteles un diskiblezh nevez, ar <abbr title="Prederouriezh ha doueoniezh an Iiz.">skolastik</abbr>, ar pal dezhi lakaat prederouriezh Aristoteles da glotañ gant an doueonizh kristen. Gant [[Tommaso d'Aquino]] e voe embannet an disoc'h, ''Summa Theologiæ'', "Pennober doueoniel" <ref>''La somme théologique de saint Thomas'', troet gant an abad Drioux, Elibron Classics, 2001 ISBN 978-0-543-81307-7 (levrenn 1).</ref>
 
"Ar poell e servij ar feiz" hag "Ar brederouriezh e servij an denoniezh" e voe gerioù-stur e metoù douenoniezh ar [[Krennamer|Grennamzer]], pa dalveze an daelerezh da zisplegañ lod eus kelennadurezhioù ar gristeniezh, ha da blaenaat tabutoù-diabarzh dre ar c'hendiviz.<br />
Setu amañ pazennoù an daelerezh evel ma oant e dibenn ar Grennamzer :
# termeniñ dodenn ar c'hendiviz dre an diogeladenn gentañ ;
# termeniñ an arbennadenn bennañ d'an diogeladenn gentañ ;
# termeniñ an arguzenn bennañ a-du gant an diogeladenn gentañ hag a-enep an arbenadenn bennañ ;
# adtermeniñ an diogeladenn goude bezañ pouezet war an anatadennoù ;
# arguzenniñ enep pep arbennadenn da heul.
 
== Notennoù ==