Implijer:Siubhán McGunn/poull-traezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
E [[prederouriezh]] [[Henc'hres]], hini [[Sokrates]] (~470 - ~399 KJK) ha [[Platon]] (~428 - ~348 KJK) pergen, e oa an daelerezh arz ar breutaat dre c'houlennoù ha respontoù.

Pelloc'h, er [[Krennamzer|Grennamzer]], e oa an daelerezh par d'ar boelloniezh, evel enebet ouzh an dareulerezh.

Diwezhatoc'h, da heul [[Georg Wilhelm Friedrich Hegel]] ([[1770]]-[[1831]]), e voe lakaet an daelerezh da argerzh ar preder ma ne c'haller ket disrannañ soñjoù dislavarus (an dodiñ hag ar gourhzdodiñgourzhdodiñ) hogen ma c'haller o unvaniñ er c'hendodiñ.

''Danvezelouriezh daelerezhek'' a reer eus prederouriezh [[Karl Marx]] ([[1818]]-[[1883]]), ha diazez an [[natur]] eo an daelerezh hervez [[Friedrich Engels]] ([[1820]]–[[1895]]).

Tu zo da lavaret ez eo istor ar brederouriezh hini an daelerezh.
Linenn 28:
Un trede doare eo da blaenaat diemglemvioù eo diarbenniñ diazez an diogeladenn ha hini an diogeladenn enep ha treuzkas an div d'un trede diogeladenn a zo dreist dezho ha tostoc'h d'ar wirionez. Alies e sav un diemglev all dre an hentenn-se, pa nac'h dalc'hidi an diolegadennoù kentañ distreiñ war o soñj.

Tostoc'h d'hon amzer e voe diazezet un daelerezh nevez a anver ''daelerezh Hegel'', pe ''daelerezh Fichte'' da heul ar prederour [[Prusia|prusian]] Johann Gottlieb Fichte ([[1762]]-[[1814]]) ; pevar meizad a ya da ober ar sichenn anezhañ :
# bevennek hag ardreuzat eo pep tra, dre ma n'eus anezhañ nemet e red an amzer ;
# savet diwar nerzhioù kontrol eo pep tra ;
# tamm-ha-tamm e kemm anpep traoùtra, ar peppezh a gas da enkadennoù pa vez un nerzh o kemer an tu kreñv war ar re all — kemmoù en niver a nerzhioù a gas da gemmoù e perzhioù an nerzhioù ;
# a-droellennoù e ya ar c'hemmoù, ned eont ket a-gelc'hadoù — dislavar an dislavar n'a ket en-dro.
Bez' e oa dija eus ar pennaennoù-se e meizad an daelerezh da vare [[Herakleitos]] (~[[535]] - ~[[475]] KJK), pa zisklêrie hemañ e oa pep tra o kemmañ bepred dre c'hoari enebiezh an nerzhioù a zo e pep tra.<ref>WILLIAMS Howard L., ''Hegel, Heraclitus and Marx's Dialectic'', Prentice-Hall, 1989 ISBN 978-0-7450-0527-0 {{en}}</ref>

== An daelerezh en Henamzer ==
=== Kent Sokrates ===
En [[Henc'hres]], da heul ar prederour [[Parmenides]] (~544 - ~450 KJK) a lavare n'eus gwirionez ebet e meno den pe zen, e selled alies ouzh an daelerezh evel ouzh "poell an touell" : arz ar vrizhouizieien a lavar gaou, hep gouzout dezho a-wezhioù, a embannont evel gwirionez dre zrevezañ doareoù ar poell gwirion, ar poell-se o kuzhat goullonder o frezeg.<ref>KANT Immanuel, ''Kritik der reinen Vernunft''([[1781]]), Anaconda Verlag, 2009 ISBN 978-3-86647-408-6 {{de}} — [http://gutenberg.spiegel.de/buch/3502/1 ''Projekt Gutenberg-DE''] {{de}}
Linenn 44:

=== Sokrates : goulennoù ha respontoù ===
[[File:Socrates in Thomas Stanley History of Philosophy.jpg|thumb|200px|'''Sokrates'''
Arzour dianav, en ''The history of philosophy'',
Thomas Stanley, [[1655]]]]
Boas e oa Sokrates da ensellet meno ha kredennoù an dud, ha zoken pennaennoù ar soñjal hag ar poellata, dre atersiñ den pe zen a-benn anataat un dislavar pe ur gwander en arguzennoù an den-se. Gwellaat an dud e oa ar pal, dre o disammañ diouzh fazioù ne oant ket emskiant anezho — bez' e c'haller lavaret ivez e klaske Sokrates lakaat an dud da ziskuliañ ur ouiziegezh a oa enno hep gouzout dezho.

Dre Blaton, a voe unan eus diskibled Sokrates, ez anavezer atersadennoù e gelenner — ''kendivizoù'' a reer eus skridoù Platon, a roas lañs d'un hentenn nevez e-touez ar brederourien. Alies avat ne gas ar c'hendiviz nemet d'un hent-dall, a anver ''aporiezh'', hogen fazioù ha treuzveizadennoù zo bet skarzhet war an hent.
Linenn 59 ⟶ 60:
* skiant ar pezh a zo gwir, ar pezh a zo diwir, hag ar pezh n'eo na gwir na diwir.

== An daelerezh erAr Grennamzer ==
Anicius Manlius Torquatus Severinus Boëthius (~[[480]] - ~[[525]]), ur prederour [[italia]]n, e voe ar gouizieg kentañ o labourat war oberennoù Aristoteles er [[Krennamzer|Grennamzer]].
Ar [[yezhadur]], an daelerezh hag an dareulerezh kendeuzet eo an daelerezh hervez termenadur kentañ Diogenes Laertios eta. ''Trivium'' skolioù an Henamzer e oa, da lavaret eo kentañ derez an deskadurezh ; "galloud ar yezh" e oa an ''trivium'', ha diazez an eil derez anvet ''quadrivium'' : ar [[sonerezh]], an [[niveroniezh]], ar [[mentoniezh|ventoniezh]] hag ar [[steredoniezh]]. ''Ar seizh arz frank'' a raed eus ''trivium'' ha ''quadrivium''.<ref>Div werzhenn latin o deskrive :
Linenn 91 ⟶ 92:
# adtermeniñ an diogeladenn goude bezañ pouezet war an anatadennoù ;
# arguzenniñ enep pep arbennadenn da heul.

== Ar brederouriezh arnevez ==
En o stad e chomas an traoù a-hed an [[Azginivelezh]] ha betek dibenn an [[XVIIIvet kantved]]. E deroù an [[XIXvet kantved]], e [[1809]], e voa ar prederour [[Alamagn|alaman]] [[Johann Gottlieb Fichte]] ([[1762]]-[[1814]]) anvet da gelenner e Skol-Veur [[Berlin]], ma voe brudet evit e helavarded hag e zoare da gelenn dre an argerzh ''dodiñ'' > ''gourzhdodiñ'' > ''kendodiñ'' da heul labourioù [[Immanuel Kant]] ([[1727]]-[[1804]]).

E 1814, goude marv J. G. Fichte, ez eas kador ar brederouriezh e Skol-veur Berlin da Georg Wilhelm Friedrich Hegel, a roas ul lañs nevez d'an daelerezh dre e veizad daelerezhek eus istor Mab-den.

Pelloc'h, e kreiz an XIXvet kantved, e voe lakaet an daelerezh e pleustr er bed danvezel gant Karl Marx ha Friedrich Engels.
=== Georg Wilhelm Friedrich Hegel ===

|- valign="top"
[[File:Hegel portrait by Schlesinger 1831.jpg|thumb|200px|left|'''Georg Wilhelm Friedrich Hegel'''
Poltred gant Jakob Schlesinger (1831)
''Alte Nationalgalerie'', Berlin]]

Pelloc'h eget argerzh ar c'hendiviz kefredel e voe kaset an daelerezh gant ar prederour alaman : kendeuzet gant ar boelloniezh eo bet gantañ, ha lakaet da ziazez natur ar bed gwirion.

Da heul J. G. Fichte e labouras hervez un argerzh teirfazennek <ref>HEGEL, Georg Wilhelm Friedrich, ''Enzyklopädie der philosophischen Wissenschaften im Grundrisse'' (1830), Meiner, 1991 ISBN 978-3-7873-1032-6 {{de}}
:''Encyclopédie des sciences philosophiques en abrégé'', Librairie Philosophique Vrin, 2012 ISBN 978-2-7116-2375-4 {{fr}}</ref> :
{| width="70%" align="center" cellpadding="10px"
|- valign="top"
| style="background-color:#EEEEE0;" | ''Das Logische hat der Form nach drei Seiten :''

α) ''die abstrakte oder verständige ;''

β) ''die dialektische oder negativ-vernünftige ;''

γ) ''die spekulative oder positiv-vernünftige.''
| style="background-color:#FFFFF0;" | Tri zu zo d'ar boelloniezh :

α) an tu goubar pe gizidik ;

C an tu daelerezhek pe boellel dre nac'h;

γ) an tu tebouezel pe boellel diarvar.

Par d'an argerzh "dodiñ - gourzhdodiñ - kendodiñ" eo hentenn Hegel, hogen disheñvel eo e meur a geñver.

* Da gentañ, iskis e kave ar prederour ne vije gwezh ebet displeget perak e rankje an dodiñ kas d'ar gourzhdodiñ dre ret. Gant e zoare da zisplegañ ar poent α) e c'houlaka e vez bepred ur mank e kement arlakadenn a zo, abalamour da vevennoù spered an dud : diaes eo dezho meizañ an traoù difetis, ha levezonet e vez o foell gant o zrivliadoù.

* Gant ar poent β) e klask reizhañ ar si-se dre an daelerezh : dav eo arguzenniñ enep an arlakadenn a-benn hec'h amprouiñ.

* Gant ar poent γ) e laka ar prederour ar pouez war ar pezh a zo gwir er bed : dre an daelerezh e teuer a-benn da dermeniñ ar pezh a zo gwerc'hel, ar pezh a zo anezhañ er bed-mañ evit gwir.

Penaos tremen eus β) da γ), eus an tu poellel dre nac'h d'an tu poellel diarvar ? Dre an ''Aufhebung'' "freuzidigezh (ul lezenn)", eme Hegel, da lavaret eo dre grennañ ur meizad d'e damm talvoudusañ ha, war an dro, mont dreist e vevennoù.

Ur skouer eus an ''Aufhebung'' eo ar c'hendiviz a-zivout an hanvoud ("ar bezoud", e gerioù nann-prederourel, ar fed da vezañ) <ref>HEGEL, Georg Wilhelm Friedrich, ''Wissenschaft der Logik I. Die Lehre vom Sein (1832)'', Meiner, 2008 ISBN 978-3-7873-1663-2 {{de}}
:''Science la logique — La doctrine de l'être'', Éditions Kimé, 2007 ISBN 978-2841744343 {{fr}}</ref> :

::α) perzh pep boud bev eo an hanvoud, gwerc'hel eo an hanvoud neuze, n'eo ket netra ;

::β) mont da netra eo perzh pep boud avat, pa rank pep boud bev mervel ;

::γ) ne c'haller ket diforc'hañ etre hanvoud ha netra ; neuze : dont da vezañ eo an hanvoud.
Aze emañ gwele kelennadurezh Georg W. F. Hegel : n'eo ket an daelerezh nemet un hentenn evit prederiañ, anien ar veziadelezh eo ivez. Un dra hepken eo bezañ ha soñjal, pep tra er bed-mañ a ya en-dro en unaniezh an eneboù, buhez an hollved eo al lusk-se. Danvez ar relijion, an [[arz]], ar brederouriezh hag istor mab-den eo. Meizañ al lusk-se eo e gompren dre an diabarzh, peogwir ez eus boudoù bev ac'hanomp.
=== Karl Marx ha Friedrich Engels ===

== Notennoù ==