Hekatonc'hired : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: ro:Hecatonchiri
Kempenn, reizhañ liammoù diabarzh...
Linenn 1:
An '''Hekatonc'hired''' a zo anezho tri [[ramz]] spontus e mojennoù [[Henc'hres|Hellaz]] kozh]]. Mibien int da [[Ouranos]] (an Oabl) ha [[Gaia (doueez)|Gaia]] (an Douar).
 
Anvet int:
Linenn 6:
* '''Briares''' Βριάρεως (pe '''Aigaion''' Αιγαίων (latinekaet en ''Ægæon'')).
 
Kant brec'h o deus ha hanter-kant penn hag a daol tan. Breudeur int d'an [[Titaned|Ditaned]] ha d'ar [[Kiklop|C'hiklopedGikloped]]. Peurvuiañ e vezont lakaet da zamzoueed ar mor.
 
E latin int anavet evel '''Centimani''', ''tud o c'hant dorn''.
 
== O anv ==
Ἐκατόγχειρες / Hekatógkheires, e [[henc'hresianeg|gregach]], « kant dorn dezhe », eus ἐκατόν / hekatón, « kant » ha χείρ / c'heír, « dorn ») pe ''Centimanes'' (e latin Centimanūs, « kant dorn dezhañ », eus centēnus, « kant » ha manŭs, « dorn», ''Centimani'' el liester, "tud o c'hant dorn").
 
== Mojenn ==
Taolet e oant bet en [[Tartaros|Tartar]] gant o zad dre m'en doa aon rak o nerzh. Tennet e voent alese gant [[Kronos]], ha sikour a rejont anezhañ da ziskar Ouranos.
 
Neuze e voent bac'het adarre en [[Tartar]], ha dieubet e voent gant [[Zeus]], a voe sikouret gante e [[Brezel an Ditaned]]. Pa voe trec'het an Ditaned e voent taolet en Tartar d'o zro, ha piv nemet an Hekatonc'hired a yeas d'o diwall.
 
War-lec'h e vezont kavet e meur a vojenn ma vez ret dezhe lakaat un tamm urzh en [[Olimpos|Olimp]].