Homo habilis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "{{Taxobox Loen | homo habilis|Homo habilis.jpg | statud=EX|Mouladenn klopenn un Homo habilis}} {{Taxobox Phylum | Chordata }} {{Taxobox Classis | Mammalia}} {{Taxobox Or..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
{{Taxobox Echu}}
'''Homo habilis''' (ger-ha-ger « den ampart » e latin) zo ur [[spesad]] ar [[genad]] [[homo]] a vevas etre 2,5 ha 1,8 milion a vloavezhioù e [[Norzhafrika]], en Afrika ar reter hag en Afrika ar c’hreisteiz. Taolennet eo bet evit ar wezh kentañ e [[1964]] (da heul dizoloadenn [[Karrekaenn|karrekaennoù]] e [[Tanzania]] e [[1961]]).
 
== Homo habilis hag an daoudroadegezh ==
Gouzout a ouie Homo habilis chomel en e sav war e zaoudroad a-drebad. Hogen ne oa ket ken gouest ha [[Homo ergaster]], a zo bet anezhañ diwezhatoc’h, da gerzhout. Chomel a rae henaek-tre e neuz.
 
Bout a oa er spesad un [[divneuziegezh revel]] kreñv-tre: kalz bihanoc’h e oa ar [[Parez|parezed]] eget ar [[Par|pared]].
 
== Homo habilis, ijinour an ostilhoù? ==
Donet a ra anv Homo habilis eus ar fed e oa duac’h da ober ostilhoù. Ur c’hempredad eo da « c’hreanterezhioù » kentañ ar benañ mein, a vez graet « [[oldowan]] » anezhe en anv [[kaniennoù Olduvai]] e Tanzania. Enne e veze graet objedoù eeun benet war un tal hepken evit sevel binviji pe kaout skolpennoù maen lemm.
 
Ar re-mañ diwezhañ a servije dezhañ evit didroc’hañ tammoù kig diwar relegennoù al loened pe terriñ eskern. Kenvezañ a reas avat gant [[aostralopitek|aostralopiteked]] zo, evel ar [[parantrop|barantroped]]. Hogen henzenoniourion zo a soñj dezhe e oa gouest ar re-mañ diwezhañ da sevel binviji maen ivez.