Menelaos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Helen Menelaus Louvre G424.jpg|thumb|right|280px|Menelaos (a-zehou) o redek war-lerc'h [[Elena]] (kreiz) e-pad kemeridigezh [[Troia]], [[krater (lestr)|krater]] atikat e dresadennoù ruz, 450-440 kent J.-K., kavet e Gnathia (hiziv Egnazia, Italia). [[Mirdi al Louvre]]]]
 
'''Menelaos''' (Μενέλαος / Menelaos e gregach, un anv hag a dalvezfe "galloud ar bobl) zo unan eus [[haroz]]ed [[akean]] pennañ [[brezel Troia]]. Roue [[Sparta]] e oa.
 
= Yaouankiz Menelaos =
 
Mab [[Atreus]] hag [[Aerope]] e oa hervez ar mojennoù. Hervez danevelloù all avat e oa mab da b-[[Pleistenes]], a oa mab [[Atreüs]], ha da g-Kleolla, a oa merc'h [[Dias]].
 
Muntret e voe Atreus gant e niz, [[Aigistos]], a gemeras neuze tron [[Mikenai]] hag a renas gant e dad [[Tiestes]]. E-pad ar prantad-se edo Menelaos hag Agamemnon, e vreur, o repuiñ e Sparta, e ti ar roue [[Tindares]].
 
 
== An eured gant Elena ==
 
Pa zegouezhas, gant Elena, merc'h Tindareos, aren mareoad da zimeziñ, e teuas kalz rouaned ha tierned da c'houlenn anezhi. En o zouez e oa [[Odisseüs]], [[Ajas mab Telamonios|Ajas Veur]], Menesteüs, [[Patrokles]], [[Idomeneos]]. Gant an holl e voe degaset profoù prizius. Choazet e voe Menelaos evel pried avat daoust ma ne deuas ket e-unan, hervez danevelloù zo, p'en doa kaset e vreur en e lec'h.
 
Dimeziñ a reas Menelaos gant Elena eta hag Agamemnon gant he c'hoar Klitaimnestra. Dont a reas Menelaos da vezañ roue Sparta neuze rak marvet e oa mibien Tindareos : [[Kastor ha Polideukes]].