Implijer:Siubhán McGunn/poull-traezh : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Unan eus ar 1000 pennad rekis.
Linenn 1:
[[Restr:Plato Silanion Musei Capitolini MC1377.jpg|thumb|160px|'''Platon'''
''Aozer an "Divizoù"'']]
'''Daelerezh''' a reer eus hollad an araezioù kefredel a implijer en argerzh ar breutaat poellek etre daou zen, pe vuioc'h, o deus mennozhioù disheñvel, a-benn anataat kealioù, dizarbenn an arguzennoù enep ha kendrec'hiñ an dud pe c'hoazh dizoleiñ ur wirionez.<ref>VAN EEMEREN F. H., en ''Anyone Who Has a View — Theoretical Contributions to the Study of Argumentation (Argumentation Library)'', Springer, 2003 ISBN 978-1-4020-1456-7 {{en}}</ref><ref>PINTO Robert C., ''Argument, Inference and Dialectic — Collected Papers on Informal Logic (Argumentation Library)'', Springer, 2010 ISBN 978-90-481-5713-6 {{en}}</ref>
:Arabat eo droukveskañ ''daelerezh'' ha ''breud'', rak breutaat a c'haller a-zivout un dodenn na sell ket war-eeun ouzh an den ha bezañ diresis en argerzh abalamour da drivliadoù a zo e-maez perzhioù poellek arguzenn pe arguzenn. An daelerezh a implijer da brouiñ gwirionez un arguzenn ha falsentez an arguzenn enep.
:Ne dalvez ket ''daelerezh'' kement ha ''dareulerezh'' kennebeut : hemañ diwezhañ ne gemer ket perzh er breutaat, klask a ra gounez ur vodadeg selaouerien dre dizhout o foell ([[Logos|λόγος, ''lógos'']]), o zrivliadoù (πάθος, ''páthos'') pe o skiant divezel (ἦθος, ''ễthos'').
E [[prederouriezh]] [[Henc'hres]], hini [[Sokrates]] (~470 - ~399 KJK) ha [[Platon]] (~428 - ~348 KJK) pergen, e oa an daelerezh arz ar breutaat dre c'houlennoù ha respontoù.
Linenn 16:
Nevez eo ar ger ''daelerezh'', pa n'eo testeniet nemet abaoe [[1992]]. Deveret eo diouzh ''dael'', a zo testeniet abaoe [[1732]] hag a zeu eus an [[henvrezhoneg]] ''dadl''. Evel ar [[kerneveureg|cherneveureg]] ''dathel'', ar [[kembraeg|c'hembraeg]] ''dadl'' hag ar [[gouezeleg]] ''dàil'' e teu ''dadl'' eus an hengeltieg ''datlā'' a dalvez "bodadeg".<ref>DESHAYES Albert, ''Dictionnaire étymologique du breton'', Chasse-marée, Douarnenez, 2003 ISBN 978-2-9142-0825-1 {{fr}}</ref><ref>MacLENNAN Malcolm, ''A Pronouncing and Etymological Dictionary of the Gaelic Language'', 1925 (orin), Mercat Press, Edinburgh, 1979 ISBN 978-1-873644-11-9 hag Acair Ltd., Stornoway, 1997 ISBN 978-0-86152-171-5 {{en}}</ref>
=== Yezhoù indezeuropek nann-keltiek ===
Eus ar wrizienn [[latin]] ''dialectica'', diwar an [[henc'hresianeg|henc'hresianek]] διαλεκτική ''dialektikê'', "arz ar breutaat", e teu ar gerioù kevatal da ''zaelerezh'' er yezhoù [[indezeuropeg|indezeuropek]] nann-keltiek. Ar [[perseg]] (''farsi'') دیالکتیک a lenner ''dyyalektik'' ivez.
=== Un nebeud yezhoù all ===
En [[arabeg]] e lavarer جدلية ''(d)jadalyya'', "breutadenn", diwar ar wrizienn جدل ''(d)jadal'', "tabut".<ref>REIG Daniel, ''Dictionnaire arabe-français, français-arabe'', Larousse, Paris, 2008 ISBN 978-2-03-584217-6 {{ar}} {{fr}}</ref> Heñvel eo ster דיאלקטיקה en [[hebraeg]], ur yezh semitek all. Heñvel ivez eo ster ar ger er yezhoù nann-indezeuropek all : breutadenn, tabut.
Linenn 25:
Plaenaat diemglevioù dre vreudoù poellek eo pal an daelerezh ; pelloc'h ez eo e bal klask ar wirionez.
Kent Sokrates e veze ar boaz gant ar brederourien kemer un diogeladenn ha prouiñ e oa gwir dre ziskouez e kase an diogeladenn enep d'un disoc'h diwir pe ziboell.<ref>RESCHER Nicholas, ''Reductio ad Absurdum'', 2005, [http://www.iep.utm.edu/reductio/ ''Internet Encyclopedia of Philosophy''] {{en}}</ref>
Un hentenn all a oa bet dibabet gant Sokrates : kemer ur goulakadurc'houlakadenn ha diskouez e kas d'un dislavar, ha dre-se tennañ ar vartezeadenn-se diouzh tachenn ar wirionez.
Un trede doare eo da blaenaat diemglemvioù eo diarbenniñ diazez an diogeladenn ha hini an diogeladenn enep ha treuzkas an div d'un trede diogeladenn a zo dreist dezho ha tostoc'h d'ar wirionez. Alies e sav un diemglev all dre an hentenn-se, pa nac'h dalc'hidi an diolegadennoù kentañ distreiñ war o soñj.
Tostoc'h d'hon amzer e voe diazezet un daelerezh nevez a anver ''daelerezh Hegel'', pe ''daelerezh Fichte'' ; pevar meizad a ya da ober ar sichenn anezhañ :
Linenn 37:
== An Henamzer ==
=== Kent Sokrates ===
En [[Henc'hres]], da heul ar prederour [[Parmenides]] (~544 - ~450 KJK) a lavare n'eus gwirionez ebet e meno den pe zen, e selled alies ouzh an daelerezh evel ouzh "poell an touell" : arz ar vrizhouizieien a lavar gaou, hep gouzout dezho a-wezhioù, a embannont evel gwirionez dre zrevezañ doareoù ar poell gwirion, ar poell-se o kuzhat goullonder o frezeg.<ref>KANT Immanuel, ''Kritik der reinen Vernunft'' ([[1781]]), Anaconda Verlag, 2009 ISBN 978-3-86647-408-6 {{de}} — [http://gutenberg.spiegel.de/buch/3502/1 ''Projekt Gutenberg-DE''] {{de}}
:• ''Critique of Pure Reason'', Dover Publications Inc., 2004 ISBN 978-0-486-43254-0 {{en}}
:• ''Critique de la raison pure'', Gallimard, 1990 ISBN 978-2-07-032575-7 {{fr}}</ref>
Hervez Sokrates e voe ijinet an daelerezh gant ar prederour [[Zenon ag Eleates]] (~490 - ~430 KJK).
Pelloc'h, er pezh a anver ''predouriezh klasel'' Henc'hres, e troas an daelererezhdaelerezh d'un doare poellata a zo diazezet war ar c'hendiviz etre arguzennoù (an dodiñ) hag arguzennoù kontrol (ar gourzhdodiñ). Diarbennadur an dodiñ e vez disoc'h an hentenn-se a-wezhioù ; gwezhioù all e teu an dud a-benn da gendeuziñ an arguzennoù er c'hendodiñ, da lavaret eo en un diogeladenn a zo tostoc'h d'ar wirionez ; dibaot a wezh e tro ar breud da enebiezh krenn, ha hep disoc'h bastus ebet zoken e vez alies laouen an dud o vezañ gwellaet live ar breud.
=== Sokrates : goulennoù ha respontoù ===
Linenn 50:
Un hentenn da dizhout ar wirionez eo an daelerezh hervez Platon : dre geñveriañ hag ensellet meur a ali e c'haller mont dreist meno ar brasañ eus an dud ha diskuliañ ar ouiziegezh wirion. Dre an daelerezh eta e c'haller sevel diwar bed an diavaezioù ha tizhout hini ar ouiziegezh, hag alese kompren ar meizadoù hollek kent kompren pennaennoù hor bed.
=== Aristoteles : ar poellata daelerezhek ===
Evel Platon e selle Aristoteles (~384 - ~322 KJK) ouzh an daelerezh evel ouzh arz ar poellata diwar-benn mennozhioù a greder bezañ par d'ar wirionez. Hervezañ ez eo hollret tremen dre an daelerezh evit anataat pennaennoù prederouriezh ar skiantoù — ha pennaennoù ar brederouriezh hec'h-unan — rak mar klask un den en e unan ''prouiñ'' unan eus ar pennaennoù-se ne gasje nemet d'ur "poellata kelc'hiek" difrouezh ; ar pezh nemetañ a c'haller ober eo ensellet meur aga arguzenn gant meur a zen betek kavout a-stroll un arguzenn na c'haller ket enebiñ outi.<ref>Gwelit pennad 4 levrenn Γ (pe IV) ARISTOTELES, ''Métaphysique'', Flammarion, 2008 ISBN 978-2-08-070563-1 {{fr}}</ref>
En tu all da geñveriadur ar mennozhioù ez eus ur c'houblad meizadoù, pe reolennoù poelloniel, a ra an diforc'h etre arguzennoù un den en e unan ha re ur strollad tud o ren un dael :
* an arguzenniñ ''onus probandi'' (latin evit "bec'h ar brouenn"), ma rank unan eus an arguzennerien kregiñ gant an dael dre zisplegañ e veno. Mar deu a-benn e tremen ar vec'h d'e zislavarer. Neb eus an arguzennerien a baouez da sammañ ar vec'h en deus kollet an dael.<ref>Unan eus sturiennoù ar [[gwir (lezenn)|gwir]] en [[Impalaeriezh roman]] e oa ''affirmat, probat'' ("Neb a ro da wir, prouetra brouo").</ref>
* an arguzenniñ ''onus probandi'' (latin evit "bec'h ar brouenn"), ma rank unan eus an arguzennerien kregiñ gant an dael dre zisplegañ e veno. Mar deu a-benn e tremen ar vec'h d'e zislavarer. Neb eus an arguzennerien a baouez da sammañ ar vec'h en deus kollet an dael.<ref>Unan eus sturiennoù ar [[gwir (lezenn)|gwir]] en [[Impalaeriezh roman]] e oa ''affirmat, probat'' ("Neb a ro da wir, prouet").</ref>
=== Goude Aristoteles ===
[[Diogenes Laertios]], e deroù an [[IIIde kantved]], a roas div zespizadenn eus an daelerezh hervez ar [[stoikouriezh|stoikourien]] en e levr ''Buhez ha kelennadurezh ar brederourien veur'' (VII, 41-44)<ref>''Vies et doctrines des philosophes illustres'', Livre de Poche, 1999 ISBN 978-2-253-13241-7 {{fr}}</ref> :
* skiant ar breutaat reizh, da lavaret eo dre ur ur prezeg helavar, ur yezh spis, goulennoù ha respontoù ;
* skiant ar pezh a zo gwir, ar pezh a zo diwir, hag ar pezh n'eo na gwir na diwir.
Linenn 74 ⟶ 73:
[[File:Philosophie mit den sieben freien Künsten.jpg|thumb|250px|'''Ar brederouriezh hag ar seiz arz frank'''
gant Nicolas Xavier Willemein (1763-1833)
''Universitätsbibliothek Johann Christian Senckenberg, [[Frankfurt]]]]
E deroù an [[VIIIvet kantved]] ez erruas ar seiz arz frank er [[Kornôg|C'hornôg]] [[kristeniezh|kristen]] dre ar [[manac'h]] [[Beda Venerabilis]] hag an [[eskob]] [[Isidoro de Sevilla]]. Adkemeret e voent gant ar manac'h [[Bro-Saoz|saoz]] [[Alcuin]], kuzulier [[Karl Veur]], evit diazezañ reizhiad deskadurezh impalaeriezh ar [[Karolingidi|Garolingidi]] ([[800]]-[[887]]).
En abeg da aloubadegoù ar [[Viking]]ed, an [[Arab]]ed ha [[Hungaria|Hungariz]] en [[IXvet kantved|IXvet]] ha [[Xvet kantved]] e voe paouezet pe dost da gelenn ar sonerezh, an niveroniezh, ar ventoniezh, ar steredoniezh hag an daelerezh. Gant ar manac'h Gerbert d'Aurillac, a vovoe ar [[pab]] [[Jelvestr II]] diwezhatoc'h, e voe adlakaet an daelerezh da zanvez-kelenn en [[Iliz katolik]] a-c'houde e veajoù-studi e [[Katalonia]] ([[963]]-[[971]]) ma lennas diwar-benn Aristoteles : ''quadrivium'' ha daelerezh a gelennas e skol an eskopti e [[Reims]].<ref>RICHÉ Pierre, ''Gerbert d'Aurillac, le pape de l'an mil'', Fayard, 1987 ISBN 978-2-213-01958-1 {{fr}}</ref>
Adalek an [[XIvet kantved]] e voe adtroet oberennoù Aristoteles, ar pezh a roas lañs d'un tabut en Iliz etre dalc'hidi an daelerezh, e soñje dezho e c'halle hentenn Aristoteles reiñ un displegadenn boellek d'ar c'hevrinoù kristen, hag enebourien an daelerezh, o devoa aon e vije kollet ar c'hevrinoù relijiel, hag a zalc'he da aotrouniezh [[Tadoù an Iliz]].
War gresk ez eas an delerezhdaelerezh en [[XIIvet kantved]] en Iliz : kevret gant ar yezhadur hag ar boelloniezh e teuteuas da vezañ ur benveg rekis evit an [[doueoniezh|doueoniourien]]. D'ar mare-se e savas ur mestr war an daelerezh, an doueoniour, prederour ha sonaozour [[breizh]]at [[Pierre Abélard]] ([[1079]]-[[1142]]).
Er c'hantved-se ivez e voe troidigezhioù latin nevez eus skridoù Aristoteles, o tont eus [[Toledo]] e [[Spagn]] hag eus [[Italia]] ; addisplegerien Aristoteles a voe troet ivez, en o zouez reoù o tont eus [[Arabia]], evel ابن سينا ''Ibn Sina'' ([[Avisenna]]).
En [[XIIIvet kantved]] e c'hanas prederouriezh Aristoteles un diskiblezh nevez, ar skolastik, ar pal dezhi lakaat prederouriezh Aristoteles da glotañ gant an doueonizhdoueoniezh kristen. Gant [[Tommaso d'Aquino]] e voe embannet an disoc'h, ''Summa Theologiæ'', "Pennober doueoniel" <ref>''La somme théologique de saint Thomas'', troet gant an abad Drioux, Elibron Classics, 2001 ISBN 978-0-543-81307-7 (levrenn 1). {{fr}}</ref>
"Ar poell e servij ar feiz" hag "Ar brederouriezh e servij an denoniezh" e voe gerioù-stur e metoù douenoniezhdoueoniourien ar [[KrennamerKrennamzer|Grennamzer]], pa dalveze an daelerezh da zisplegañ lod eus kelennadurezhioù ar gristeniezh, ha da blaenaat tabutoù-diabarzh dre ar c'hendiviz.
Setu amañ pazennoù an daelerezh evel ma oant e dibenn ar Grennamzer :
# termeniñ dodenn ar c'hendiviz dre an diogeladenn gentañ ;
# termeniñ an arbennadenn bennañ d'an diogeladenn gentañ ;
# termeniñ an arguzenn bennañ a-du gant an diogeladenn gentañ hag a-enep an arbenadennarbennadenn bennañ ;
# adtermeniñ an diogeladenn goude bezañ pouezet war an anatadennoù ;
# arguzenniñ enep pep arbennadenn da heul.
Linenn 95 ⟶ 94:
== Ar brederouriezh arnevez ==
En o stad e chomas an traoù a-hed an [[Azginivelezh]] ha betek dibenn an [[XVIIIvet kantved]]. E deroù an [[XIXvet kantved]], e [[1809]], e voa ar prederour [[Alamagn|alaman]] [[Johann Gottlieb Fichte]] ([[1762]]-[[1814]]) anvet da gelenner e Skol-Veur [[Berlin]], ma voe brudet evit e helavarded hag e zoare da gelenn dre an argerzh ''dodiñ'' > ''gourzhdodiñ'' > ''kendodiñ'' da heul labourioù [[Immanuel Kant]] ([[1727]]-[[1804]]).
E 1814, goude marv J. G. Fichte, ez eas kador ar brederouriezh e Skol-veur Berlin da Georg Wilhelm Friedrich Hegel, a roas ul lañs nevez d'an daelerezh dre e veizad daelerezhek eus istorIstor Mabmab-den.
Pelloc'h, e kreiz an XIXvet kantved, e voe lakaet an daelerezh e pleustr er bed danvezel gant Karl Marx ha Friedrich Engels.
=== Georg Wilhelm Friedrich Hegel ===
Linenn 112 ⟶ 111:
γ) ''die spekulative oder positiv-vernünftige.''
| style="background-color:#FFFFF0;" | Tri zu zo d'ar boelloniezh :
α) an tu goubar pe gizidik ;
C an tu daelerezhek pe boellel dre nac'h ;
γ) an tu tebouezel pe boellel diarvar.
Linenn 123 ⟶ 122:
Penaos tremen eus β) da γ), eus an tu poellel dre nac'h d'an tu poellel diarvar ? Dre an ''Aufhebung'' "freuzidigezh (ul lezenn)", eme Hegel, da lavaret eo dre grennañ ur meizad d'e damm talvoudusañ ha, war an dro, mont dreist e vevennoù.
Ur skouer eus an ''Aufhebung'' eo ar c'hendiviz a-zivout an hanvoud ("ar bezoud", e gerioù nann-prederourel, ar fed da vezañ, e gerioù nann-prederourel) <ref>HEGEL, Georg Wilhelm Friedrich, ''Wissenschaft der Logik I. Die Lehre vom Sein (1832)'', Meiner, 2008 ISBN 978-3-7873-1663-2 {{de}}
:''Science de la logique — La doctrine de l'être'', Éditions Kimé, 2007 ISBN 978-28417443432-84174-434-3 {{fr}}</ref> :
::α) perzh pep boud bev eo an hanvoud, gwerc'hel eo an hanvoud neuze, n'eo ket netra ;
::β) mont da netra eo perzh pep boud avat, pa rank pep boud bev mervel ;
::γ) ne c'haller ket diforc'hañ etre hanvoud ha netra ; neuze : ''dont da vezañ'' eo an hanvoud.
Aze emañ gwele kelennadurezh Georg W. F. Hegel : n'eo ket an daelerezh nemetestreget un hentenn evit prederiañ eo an daelerezh, anien ar veziadelezh eo ivez. Un dra hepken eo bezañ ha soñjal, pep tra er bed-mañ a ya en-dro en unaniezh an eneboù, buhez an hollved eo al lusk-se. Danvez ar relijion, an [[arz]], ar brederouriezh hag istor mab-den eo. Meizañ al lusk-se eo e gompren dre an diabarzh, peogwir ez eus boudoù bev ac'hanomp.
=== Karl Marx ha Friedrich Engels ===
[[File:Karl Marx.jpg|thumb|left|150px|'''Karl Marx'''
e 1875]]
Linenn 138 ⟶ 137:
''N'eo ket hepken ez eo disheñvel ma hentenn daelerezhel diouzh hini Hegel, kontrol-mik dezhi eo. Hervez Hegel ez eo argerzh buhez empenn mab-den, ''i.e.'' argerzh ar soñjal, a dro-eñ d'un dodenn distag zoken peogwir e ra "ar Mennozh" anezhañ, demiurg ar bed gwerc'hel, ha n'eo ar bed gwerc'hel nemet an anadenn diavaez eus "ar Mennozh". Hervezon, en eskemm kaer, n'eo ar Mennozh nemet askedadsked ar bed danvezel e spered mab-den, ha troet e doareoù da soñjal.''
''Danvezelouriezh daelerezhel'' a voe graet eus arlakadenn K. Marx gant ar prederour alaman Joseph Dietzgen ([[1828]]-[[1888]]) ; diwar an arlakadenn-se e voe ganet an ''[[danvezelouriezh istorel]]'', an hentenn danvezelour da zielfennañ an Istor dre an armerzh, heuliet gant Marx, Friedrich Engels ha [[Vladimir Lenin]].
Ar vuhez danvezel eo diazez pep tra, emezo ; stummet e vez spered an den gant e endro zanvezel, diwar e endro e teu skiant hag emskiant an den, kevredigezhioù denel ar bed ha, pelloc'h, "Mennozh" Hegel — n'eo mab-den nemet un ''adsked'' eus e endro, hervez Lenin. Dre an danvezelouriezh daelerezhel e c'haller displegañ diorroadur ar c'hevredigezhioù ha, dre vras, ar [[sokialouriezh]].
Sichenn ar [[politikerezh]] [[marksouriezh|marksour]] eo an daelerezh ; "daelerezhel eo an [[natur]]" a skrivas F. Engels en ''Herrn Eugen Dührings Umwälzung der Wissenschaft'' ("Emañ an ao. Eugen Dühring aro reveulziañ ar skiant") e [[1878]].<ref>ENGELS Friedrich, ''Herrn Eugen Dührings Umwälzung der Wissenschaft ("Anti-Dühring")'', Dietz, 1989, ISBN 978-3-320-00294-7 {{de}}
:[https://www.marxists.org/francais/engels/works/1878/06/fe18780611.htm ''Marxists.org''] — Ar skrid e galleg {{fr}} '''OK''' 07/02/2013</ref>, hag eñ ha reiñ teir lezenn daelerezhel an natur :
;• lezenn an tremen eus ar c'hementad d'ar berzhded
Linenn 151 ⟶ 150:
;• lezenn nac'hadur an nac'hadur
An diogeladur eo kentañ pazenn argerzh an daelerezh : bez' ez eus eus an dra-mañ-tra er bed gwirion. An nac'hadur eo an eil pazenn, pa bouezer war oberiantiz an dra gontrol, a gas an dra gentañ da get. Nac'hadur an nac'hadur eo trede pazenn an daelerezh : kendeuziñ a ra ar c'hentañ hag an eil dre anzav ar pezh a zo gwir en div.
An teir lezenn-se a ziskouez lusk ar bed ; an anadenn a zo bet ganet en trede pazenn a heulio an hevelep argezhargerzh betek genel un anadenn nevez all.
Dre an argerzh daelerezhel eta e ya an natur war-raok, o kas ganti ar c'hevredigezhioù denel ha mennozhioù mab-den, war-du stummoù klokoc'h, kevanekoc'h ha perveshoc'h.
Linenn 163 ⟶ 162:
[[Emgann ar renkadoù]] eo ar gudenn bennañ a glaskjod dirouestlañ dre zaelerezh Karl Marx, pa 'z eus un diforc'h anat etre al labour kefredel hag al labour dorn, etre bevañ e kêr ha bevañ war ar maez, etre ar greanterezh hag al labour-douar. Dre zislavaroù an daelerezh e klaskas Marx, Engels ha Lenin displegañ n'eus bet biskoazh eus un urzh naturel digemm er gevredigezh, daoust d'ar pezh a hañvalehañval bezañ anat, e ranker bepred mont buanoc'h en argerzh ar c'hemmañ dere an dud evit ma vevjent gwelloc'h, petra bennak ma ne welewel an dud araokadenn ebet en o dere, hag eez yaea ar gevredigezh war-raok tamm-ha-tamm daoust da giladennoù bet degaset gant reveulzioù, gwallzarvoudoù hag all. Stag ouzh kement tra all eo pep tra, hag e pep tra emañ an dra gontrol.
Alies eta e voe lakaet daelerezh Karl Marx da venveg rendaeliñ ha brudañ, evit harpañ dibaboù politikel ar Stadoù marksour.
Kement-se a gasas da zarrizhad [[Trofim Denisovitch Lysenko]] en [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel|URSS]] da vare [[Jozef Stalin]], pa voe lakaet da haroz ar skiant soviedel eus ar bloavezhioù [[1930]] betek [[1964]] daoust d'e labourioù fazius war an [[hiloniezh]] er [[gounezerezh]]. Hervez Trofim Lysenko e c'halled kemmañ natur hilel ar plant dre gemmañ o endro, daoust da labourioù [[Gregor Mendel]] ; pelloc'h c'hoazh ez eas, pa c'hovelias arlakadenn "bevoniezh ar renkadoù". Er bed a-bezh e savas prederourien ha skiantourien enep an danvezelouriezh daelerezhel, kent distreiñ war o c'hiz a-wezhioù, ha diskaret e voe labourioù T. D. Lysenko gant an Akademiezh ar Skiantoù soviedel e [[1965]].
==== Dezvarnadenn Jean-Paul Sartre ====
En e levr ''Critique de la raison dialectique'' embannet e [[1960]] e klaskas ar prederour [[Bro-C'hall|gall]] [[Jean-Paul Sartre]] penaos sevel un "denoniezh [[strukturelouriezh|strukturel]] hag istorel" na gasje ket louerelezh danvez ar studi d'ur reizhiad digemm a veizadoù. Hervezañ ne oa nemet, an denoniezh hervez Karl Marx hepken — an danvezelouriezh daelerezhel — a oa gouest da dizhout ar pal, gant ma sujje d'an daelerezh hervez Sartre : daelerezh anadennoniel ar Bezañ hag an Netra.<ref>SARTRE Jean-Paul, ''Critique de la raison dialectique, précédé de Questions de méthode'', Gallimard, 1985, ISBN 978-2-07-070493-4 (levrenn 1), ISBN 978-2-07-070525-2 (levrenn 2) {{fr}}</ref>. Mard eo gwir danvezelouriezh istorel Karl Marx ez eo an daelerezh anien an Istor, hogen ret eo gouzout hag ur poell daelerezhel zo, a vije e c'halloud dreist hini ar skiantoù evit studiañ bezañs mab-den.
Mard eo gwir danvezelouriezh istorel Karl Marx ez eo an daelerezh anien an Istor, hogen ret eo gouzout hag ur poell daelerezhel zo, a vije e c'halloud dreist hini ar skiantoù evit studiañ bezañs mab-den. Siwazh, ned eas ket Jean-Paul Sartre pelloc'h, pa ne reas nemet sevel ar goulenn, feal ma chomas d'e veno : dre an daelerezh hepken e teu an anaoudegezh, ha kemmoù emskiant er gevredigezh.
==== An daelerezh er skiantoù ====
Un nebeud skiantourien a zistroas war o c'hiz neuze, hag a anzavas e c'halle an daelerezh talvezout en o studioù, en o zouez ar poelloniour [[Rusia]]n Aleksandr Zinovyev ([[1922]]-[[2006]]), ar [[bevoniezh|bevoniour]] ha hiloniour [[Stadoù-Unanet Amerika|amerikan]] Richard Lewontin (bet ganet e [[1929]]), ar bevoniour amerikan Stephen Jay Gould ([[1941]]-[[2002]]), hag ar [[gouiziadoniezh|gouiziadoniour]] gall Patrick Tort (bet ganet e [[1952]]). En [[XXIvet kantved]] ivez e kendalc'h an daelerezh da vevañ er skiantoù dre oberoù an daelerezhour amerikan Bertell Ollman (bet ganet e [[1936]]), ar c'hevredadour ha denoniour gall Jean-Marie Brohm (bet ganet e [[1940]]) hag ar [[matematik|jedoniour]] gall Évariste Sanchez-Palencia (bet ganet e [[1941]]).
Dre an daelerezh ez eo aesoc'h kompren an dislavaroù a gaver a-wezhioù en arnodennoù skiantel. En e levr ''Les principes de la dialectique'' ez adkemer Jean-Marie Brohm argerzh an daelerezh hervez Hegel ha Marx.<ref>BROHM Jean-Marie, ''Les principes de la dialectique'', Éditions de la Passion, 2003 ISBN 978-2-906229-57-0 {{fr}}</ref>
Kemmet eo bet an argerzh-se abaoe ar bloavezhioù [[1980]], evel m'en displeg É. Sanchez-Palencia en e levr ''Promenade dialectique dans les sciences''<ref>SANCHEZ-PALENCIA Évariste, ''Promenade dialectique dans les sciences'', Hermann, 2012 ISBN 978-2-7056-8272-9 {{fr}}</ref> : arsellet ez eus bet ur "reustl savelegour" en anadennoù ma vez teir elfenn da nebeutañ oc'h emdreiñ war an dro, pep hini anezho o levezoniñ emzalc'h ar re all, alese ur bazenn nevez a anver "emzalc'hioù kantredidik war an desacher".
War dachenn ar vevoniezh ez eo bet arveret an danvezelouriezh daelerezhel, pa vez kemm-digemm kennevid hag emdroadur pep bev daoust d'e framm bezañ termenet gant e [[Trenkenn dezoksiribonukleek|DDN]].<ref>CHAPOUTHIER Georges, ''Information, structure et dialectique chez les êtres vivants'', kelaouenn ''La Pensée'', niverenn 200, Eost 1978, [http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k6202160x/f72.zoom ''Gallica''] {{fr}}</ref>
== Daelerezh ha stlenneg ==
Abaoe un nebeud degadoù ez eus kenlabour gant poelloniourien eus ar bed a-bezh evit kavout un diazez jedoniel d'an daelerezh. A-douez o andonioù e voe labourioù gant ar prederour [[Breizh-Veur|breizhveurat]] Stephen Edelston Toulmin ([[1922]]-[[2009]])<ref>TOULMIN Stephen E., ''The Uses of Argument'', Cambridge University Press, 2003 ISBN 978-0-521-53483-3 {{en}}</ref> ha re ar prederour amerikan Nicholas Rescher (bet ganet e [[1928]]).<ref>RESCHER Nicholas, ''Dialectics — A Controversy-Oriented Approach to the Theory of Knowledge'', State University of New York Press, 1977 ISBN 978-0-87395-372-6 {{en}}</ref>
Ar ''poellata azgweladus'', un doare da boellata a zo diazezet war abegoù a c'haller kemmañ — ne glasker ket prouiñ tra pe dra, o klask ur c'hempouez efedus e vezer bepred, zo bet arveret da sevel reizhiadoù stlennel a zo diazezet war arguzennoù rakstummet, war reolennoù arguzenniñ ha reolennoù all a ra war-dro ar c'hemmoù er stlennoù a ranker keweriañ.
An doare stlenneg-se a vez implijet en enklaskoù diwar-benn an [[naouegezh kalvezadel]] a-benn sevel [[urzhiataer]]ioù a vije gouest da gemer disentezioù ha, pelloc'h, reizhiadoù-labour harpet gant urzhiataerioù.<ref>PRAKKEN Henry, VREESWIJK Gerard, [http://citeseerx.ist.psu.edu/viewdoc/download?doi=10.1.1.69.9908.pdf ''Logics for Defeasible Argumentation''], 1998 {{en}} '''OK''' 10/02/2013</ref><ref>CHESÑEVAR Carlos, McGINIS Jarred, RAHWAN Iyad, REED Chris, MODGIL Sanjay, SIMARI Guillermo, SOUTH Matthew, VREESWIJK Gerard, WILLMOTT Steven,
[http://citeseerx.ist.psu.edu/viewdoc/download?doi=10.1.1.99.170(1).pdf ''AIF: Argumentation Interchange Format — Strawman Model''], 2005 {{en}} '''OK''' 10/02/2013</ref>
Kemmus eo an daelerezh abaoe 2 500 vloaz, ha kemmañ a ra c'hoazh a-benn stummañ an degadoù da zont.
== Notennoù ==