Kurdeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "{{Yezh|anv=Kurdeg|anveyezh=Kurdî / کوردی |broiou= Turkia, Siria, Irak, Iran,ha broioù arall |rannved= Reter-Kreiz |komzet= war-dro 35 milion a du..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
 
== Ar rannyezhoù ==
Abalamour d’an darvoudoù istorel ha da douaroniezh [[Kurdistan]] (taolead meneziek) eo chomet rannyezhet ar c’hurdeg. Kurdeg an hanternoz, ar [[Kurmandjeg|c’hurmandjeg]], a vez komzet gant al lodenn vrasañ a [[Kurdistan Turkia|Gurded Turkia]], [[Kurdistan Siria|re Siria]], ar c’hKSD ha gant ul lod a Gurded a zo [[Kurdistan Irak|en Irak]] hag [[Kurdistan Iran|en Iran]], da lavaret eo gant war-dro 60% eus an holl Gurded. Ar c’hurdeg kreiz, ar [[soranieg]], a vez komzet gant al lod bras a Gurded Irak hag Iran, da lavaret eo gant 30% ag ar Gurded. Kurdeg ar c’hornôg, ar [[zazakieg]], a gomzer dreist-holl e [[Kurdistan Turkia]]. Kurdeg ar reter, ar [[goranieg]], a gomzer e su takadoù kurd eus Irak hag Iran. Evit an hevelep abegoù (istorel ha politikel) e skriver kurdeg gant teir [[lizherenneg]] disheñvel: al [[lizherenneg latin]] (Kurded Turkia), al [[lizherenneg kirillek]] (Kurded an [[URSS|ez-URSS]]) hag ar [[skriturlizherenneg arabarabek]] (Kurded ar broioù arab ha re Iran).
 
Lakaet e vez ar rannyezhoù-se da yezhoù alies-mat.