Benead XVI : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot : O kemmañ tl:Benedicto XVI e tl:Papa Benedicto XVI
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
[[Yann-Baol II]] a oa ar pab araozañ.
 
== Red-vuhez ==
Goude bezañ bet e-pad pell kelenner skol-veur, o kelenn an teologiezh e meur a skolveur ܿBro-Alamagn, anvet eo bet arc'heskob München ha Freising ha kardinal gant ar pab [[Paol VI]] e 1977. E 1981 e zeas da Roma e-lec'h ma teuas da vezañ prefed er c'henvreuriezh evit doktrin ar feiz, unan eus ensavadur pennañ ar c'huria roman.
 
== Pabelezh ==
Evel ar bibien all araozañ, Benead XVI a zo mirelour e-keñver teologiezh hag e gelenn hag e skridoù sperius a zifenn un doktrin gatolik hengounel. E-kerzh e baboni en deus kuzuliet Benead XVI d'Europa da zont en-dro war-du pennaennoù kristen evit respont d'an digristennadur a zo bet o c'hoarvezout e meur a vro. Soñjal a ra dezhañ eo nac'h ar c'henverelouriezh e-keñver ar wirionez objektivel, ha nac'h ar wirionez zivezel, ar gudenn vrasañ er 21añ kantved. Kelenn a ra ar fed eo a-bouez evit an Iliz Katolik hag evit an denelezh arvestal karantez dasprener Doue.
 
== Ar Ratzinger Foundation ==
Benead XVI a zo saver ha penn ar [[Ratzinger Foundation]], un aozadur aluzenus. Gounez a reont arc'hant gant ar skridoù embannet gantañ ha reiñ a reont yalc'hadoù gant an arc'hant-se da studierien er bed a-bez.
 
== Dilez ==
D'an 11 a viz C'hwevrer [[2012]] ec'h embannas ar pab Benead XVI e rofe e dilez a-benn an 28. Un darvoud seurt-se a c'hoarvez ral a wezh en [[istor an Iliz]] (er [[XVvet kantved]] evit ar wezh diwezhañ).
 
{{DEFAULTSORT:Benead 16}}