Poc'han : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 35:
== Annez ==
Kalz a amzer a dremen ar poc’haned en donvor met neizhiañ a reont war an aodoù evel-just. Neizhiañ a reont en [[Island]], en [[Inizi Faero]], e [[Bro-Skos]], e [[Skandinavia]], en [[Douar-Nevez]] ha pelloc’h c’hoazh en hanternoz e [[Meurvor Arktika]] ([[Greunland]], [[Svalbard]]). War douar-bras Europa e ouennont war aodoù hanternoz [[Breizh]], evel da skouer en enez [[Eusa]] pe er [[Jentilez]].
Sevel a reont o [[neizh]] stok-ha-stok, ware grec’hkrec’h an [[tornaod]]où. Neizhiañ a reont alies e garidennoù toullet ganto en douar pe e douarennoù [[konikl]]ed dilezet. Chom a ra ar par gant an hevelep parez a-hed e vuhez. En neizh e vez dozvet ur vi hepken, a vez goret gant ar par hag ar barez a- bep- eil, e-pad 5 sizhun.
 
== Boued ==