Bernabò Visconti : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 17:
E miz Meurzh [[1349]], goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an [[impalaer santel]], hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano Visconti, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant, ha da gemer ar stur war e lerc'h.
 
D'ar [[27 a viz Gwengolo ]] [[1350]] e timezas Bernabò Visconti e [[Verona]] da [[ReineBeatrice della Scala]] ([[1331]]-[[1384]]), merc'h da [[Mastino II della Scala]], aotrou [[Verona]] ha [[Vicence]], ha Taddea.
 
[[Image:Blason famille it Visconti.svg|thumb|150px|left|Skoed an tiegezh Visconti.]]
Linenn 30:
Goude dichekadennoù graet d'an impalaer santel [[Karl IV an Impalaeriezh santel|Karl IV]] gant ar baotred Visconti e teuas Markward von Raudeck, vikel an impalaer, gant un arme dirak kêr Vilano d'ar [[4 a viz Here]] [[1356]]. D'an [[12 a viz Du]] e voe prizoniet vikel an impalaer gant soudarded Bernabò a oa renet gant Lodrisio Visconti, un niz da Vatteo Iañ Visconti.<br/>
 
Bernabò a greñvaas ar palez San Giovanni in Conca hag a gaeraas an iliz heñvelanvet <ref>Distrujet e voe an iliz en [[1162]] gant [[Frédéric Barberousse]] hag adsavet en [[XIIIvet kantved]].</ref> : en-dro dezhi e oa bet astennet palez an duged, ma servije da chapel gant ar re Visconti. Distrujet e voe een [[1949]].
 
E [[1359]] e klaskas Bernabò adkemer Bologna, a oa bet roet gant Giovanni Visconti d'[[Oleggio]] d'ar [[pab]] [[Inosant VI]]. Ha droug er pab, ma tamallas da Vernabò bout disivouder een miz Eost [[1360]]. Bloaz goude eo an impalaer Karl IV a reas d'e vikel embann kondaonidigezh Bernabò.
 
E miz Gouhere [[1361]] e voe trec'het arme Bernabò e San Ruffillo<ref>Hiziv eo deuet San Ruffillo da vezañ ur c'harter eus gevred kêr Bologna (e rannvro Emilia-Romagna), hogen neuze e oa ur c'hreñvlec'h eno.</ref> gant soudarded ar pab kaset gant Galeotto Malatesta. Un taol fall e voe 700 den lazhet, 200 gloazet, 1300 prizoniad<ref name="Condottieridiventura">Source : {{it}} ''[http://www.condottieridiventura.it/tabellestoria/1361.htm Buhezioù condottiere Italia etre 1330 ha 1550]''.</ref> ha kollet teñzor an arme.<br />