Hanternoz Kozh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Yr.Hen.Ogledd.550.650.Koch.jpg|thumb|right|220px|''Yr Hen Ogledd'' pe an 'Hanternoz kozh, a oa ul lodenn vrezhonek eus [[Enez Vreizh]], a-stok ouzh bro ar [[Pikted|Bikted]], a-raok aloubadeg ar Saozon. ]]
An '''Hanternoz Kozh''', pe '''Yr Hen Ogledd''' e [[kembraeg]], eo an anv a vez roet d'al lodenn eus [[Enez Vreizh]], en hanternoz [[proviñs Britannia]] ha bro ar [[Brezhoned|Vrezhoned]] kozh, hag er c'hreisteiz da vro ar [[Pikted|Bikted]], ma voe savet [[rouantelezhioù brezhon]] goude ma'z eas kuit an armeoù roman e [[410]].<br />
Eus an Hanternoz Kozh e teu al lennegezh kembraek koshañ, hogen brezhonek kozh eo ivez. Ac'haleno ivez e teue ar roue [[Cunedda Wledig]], a savas [[rouantelezh Gwynedd]] e [[Kembre]], hag ar sant brezhon [[Gweltaz]]. <br />
Kalz eus an dud meneget e lennegezh [[kembraek]] ar Grennamzer a zo eus an Hanternoz kozh, evel harozed daou eus an [[Tair Rhamant]]: [[Owain ab Urien]] (e [[Iarlles y Ffynnon]]) aha [[Peredur fab Efrog]] ([[Parsifal]] al lennegezh alamanek).
 
==Douaroniezh==
Linenn 13:
 
==Gwazed an Hanternoz==
''Gwŷr y Gogledd'', 'gwazed an hanternoz', a lavar Kembreiz eus tud an Hanternoz Kozh. Diskennidi e oant eus pobloù (pe meuriadoù) ar [[Votadini]], [[Selgovai]], [[Novantai]] ha [[Damnonii]] (e kreisteiz Skos) hag ar [[Brigantes]] a oa er c'hreisteiz da [[Moger Hadrian|Voger Hadrian]].
 
==Rouantelezhioù==
Linenn 20:
===Rouantelezhioù brezhon===
Ar re bouezusañ:
* [[Strat Clut]] (pe ''[[Strathclyde]]'' e saozneg), er gwalarn, war dro aber ar stêr [[Clyde]], e-lec'h m'emañ [[Dumbarton]] ha [[Glasc'ho]] hiriv,
** ar gêr-benn [[Din Alclud]] pe [[Alclud]] ([[Allt Clud]]), ([[Dumbarton]] hiriv)
* er c'hreisteiz dezhi, rouantelezh [[Rheged]], bro ar roue [[Urien Rheged]], kanmeulet gant ar barzh [[Taliesin]], ha bro ar roue [[Llywarch Hen]], kontet da vout barzh;
Linenn 48:
Menegoù a gaver koulskoude:
*e-barzh ''[[De excidio Britanniae]]'', bet skrivet e [[Kembre]] gant [[sant Gweltaz]], hag eñ genidik eus [[Strat Clut]],
*hag e barzhonegoù skrivet gant [[Taliesin]] hag [[Aneirin]], bet skrivet en [[Hanternoz Kozh]] er VI{{vet}} kantved, deuet deomp dre ar c'hembraeg ha kalz diwezhatoc'h.
 
<!--Levezonet e vezont gant ar jeu politikel e Kembre en IXvet kantved. Ral e komz Beda diwar-benn ar Vrezhoned. ?? -->