Glaoda ar Prad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
marteze hepken hz Raoul
Linenn 1:
'''Glaoda ar Prad''', pe '''Klaoda ar Prad''' (skrivet "Klaoda 'r Prat" gantañ e-unan), a oa kelenner ha skrivagner brezhonek, ganet e [[Brest]] d'ar [[25 a viz Genver]] [[1875]], ha marvet e [[Vern-d'Anjou]] d'an [[13 a viz Ebrel]] [[1926]]. Skrivañ a rae ivez gant meur a anv-pluenn : Pluenzir, Barz Ab Breiz, Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou, ha marteze Klaod Koz. Eus Plougastell e oa e dud, ha di ez ejont en-dro da chom pa oa 4 bloaz o mab. Desavet e voe eno, e Kerzadiou. Mont a reas da vevel da skol al Likez, da Gemper. Met lakaet e voe war ar studi, ha goude kaset da zeskiñ ar vicher skolaer.
 
E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio. Skol a reas evel-se da Jos ar Braz (barzh [[Dirlemm]]) ha Fañch Elies ([[Abeozen]]).