Hanternoz Kozh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
vi-koukoug en titl
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
adlakaat an titl kentañ
Linenn 1:
[[File:Yr.Hen.Ogledd.550.650.Koch.jpg|thumb|right|220px|''Yr Hen Ogledd'' pe an 'Hanternoz kozh, a oa ul lodenn vrezhonek eus [[Enez Vreizh]], a-stok ouzh bro ar [[Pikted|Bikted]], a-raok aloubadeg ar Saozon.]]
An '''Hanternoz Kozh''', pe '''Yr Hen Ogledd''' e [[kembraeg]], eo an anv a vez roet d'al lodenn eus [[Enez Vreizh]], en hanternoz [[proviñs Britannia]] ha bro ar [[Brezhoned|Vrezhoned]] kozh, hag er c'hreisteiz da vro ar [[Pikted|Bikted]], ma voe savet [[rouantelezhioù brezhon]] goude ma'z eas kuit an armeoù roman e [[410]].<br />
Eus an Hanternoz Kozh e teu al lennegezh kembraek koshañ, hogen brezhonek kozh eo ivez. Ac'haleno ivez e teue ar roue [[Cunedda Wledig]], a savas [[rouantelezh Gwynedd]] e [[Kembre]], hag ar sant brezhon [[Gweltaz (sant)|Gweltaz]]. <br />
Kalz eus an dud meneget e lennegezh [[kembraek]] ar Grennamzer a zo eus an Hanternoz kozh, evel harozed daou eus an [[Tair Rhamant]]: [[Owain ab Urien]] (e [[Iarlles y Ffynnon]]) ha [[Peredur fab Efrog]] ([[Parsifal]] al lennegezh alamanek).
 
==Douaroniezh==
Gallout a reer bevenniñ an hanternoz kozh er c'hreisteiz d'ul linenn a ya eus [[Stirling]] da [[Loch Lomond]] hag ar c'hontelezhioù saoz a hiziv [[Cumbria]],[[Durham]], [[Northumberland]], [[Evrog]], ha [[Humberside]]. kement-se a ra un dachennad douar brasoc'h eget Kembre a vremañ.
 
 
==Gwazed an Hanternoz==
''Gwŷr y Gogledd'', 'gwazed an hanternoz', a lavar Kembreiz eus tud an Hanternoz Kozh. Diskennidi e oant eus pobloù (pe meuriadoù) ar [[Votadini]], [[Selgovai]], [[Novantai]] ha [[Damnonii]] (e kreisteiz Skos) hag ar [[Brigantes]] a oa er c'hreisteiz da [[Moger Hadrian|Voger Hadrian]].
 
==Rouantelezhioù==
N'ouzer ket hiriv anvioù an holl rouantelezhioù, met darn a anavezer:
 
===Rouantelezhioù brezhon===
Ar re bouezusañ:
* [[Strat Clut]] (pe ''[[Strathclyde]]'' e saozneg), er gwalarn, war dro aber ar stêr [[Clyde]], e-lec'h m'emañ [[Dumbarton]] ha [[Glasc'ho]] hiriv,
** ar gêr-benn, Din Alclud pe Alclud ([[Alt Clut]]), ([[Dumbarton]] hiriv)
* er c'hreisteiz dezhi, rouantelezh [[Rheged]], bro ar roue [[Urien Rheged]], kanmeulet gant ar barzh [[Taliesin]], ha bro ar roue [[Llywarch Hen]], kontet da vout barzh;
**[[Dunragit|Din Rheged]], kêr-benn Rheged (e-kichen [[Stranraer]])
* [[Gododdin]] ha [[Manaw Gododdin]], er reter, meneget en oberenn ar barzh [[Aneirin]].
**[[Dinedin|Din Eidyn]],kêr-benn Manaw Gododdin
 
Ar re all:
* [[Aeron]], ur vro pe ur rouantelezhig
* [[Bernikia|Breneich]], pe [[Bernikia]],
* [[Ebrauc]], pe [[Evrog]] (n'ouzer ket an anv resis)
* [[Elmet]]
 
Aloubet e voe ar rouantelezhioù-se tamm-ha-tamm, adalek ar VIvet kantved, gant div bobl:
*an [[Angled]], deuet eus [[Bernikia]] ha [[Deira]] (biz bro-Saoz hiziv), hag a savas rouantelezh [[Northumbria]] goude,
*ha gant rouantelezh [[Alba]] a oa enni rouantelezh kozh ar b-[[Pikted]].
 
====Lec'hioù all====
*[[Argoed Llwyfain]], emgannlec'h
*[[Catraeth]] ([[Catterick]] e [[Yorkshire]] hiziv)
*[[Coed Celyddon]]
*[[Llwyfenydd]]
*[[Lindisfarne|Metcauld]] (Enez [[Lindisfarne]])
 
==Istor==
Ne ouier ket pikol tra diwar-benn darvoudoù ar marevezh etre 400 ha 600. Gant Kembreiz pe Iwerzhoniz eo skrivet an dielloù, hag int savet kantvedoù goude an darvoudoù, livet gante hervez o doare an darn vrasañ anezho. E skridoù Iwerzhon ne vez kaoz eus rouantelezh Strathclyde, da skouer, nemet pa vez liammet en un doare bennak gant Iwerzhon.
Menegoù a gaver koulskoude:
*e-barzh ''[[De excidio Britanniae]]'', bet skrivet e [[Kembre]] gant [[sant Gweltaz]], hag eñ genidik eus [[Strat Clut]],
*e barzhonegoù skrivet gant [[Taliesin]] hag [[Aneirin]], bet skrivet en [[Hanternoz Kozh]] er VI{{vet}} kantved, deuet deomp dre ar c'hembraeg ha kalz diwezhatoc'h.
 
<!--Levezonet e vezont gant ar jeu politikel e Kembre en IXvet kantved. Ral e komz Beda diwar-benn ar Vrezhoned. ?? -->
 
Daou roue hepken a anavezer dre skridoù ar Grennamzer. An hini kentañ e oa Coroticus, pe [[Ceretic Alt Clut]], hag en dije resevet ul lizher digant sant [[Padrig]], hag a oa, hervez ur buhezskrider, roue an uheldirioù war-dro ar stêr [[Clyde]] ha roue [[Alt Clut]] (pe [[Dumbarton Rock]] bremañ) er {{Vvet}} kantved. Sklaer eo e oa Ceretic ur c'hristen, evel holl noblañsoù ar vro moarvat.
 
==Lennadurezh==
*e kembraeg:
**[[Rachel Bromwich]] a R. Brinley Jones (gol.), ''Astudiaethau ar yr Hengerdd'' (Caerdydd, 1978)
**[[Ifor Williams]]
*** ''Canu Aneirin'' (Caerdydd, 1938; argraffiad newydd, 1961)
*** ''Canu Taliesin'' (Caerdydd, 1960)
*** ''The Beginnings of Welsh Poetry'' (Caerdydd, 1972)
*e saozneg:
**[[Nora Chadwick]], The Celtic Realms.
**[[K. H. Jackson]], ''Language and History in Early Britain'', Edinburgh University Press, 1953.
**John T. Koch, ''Celtic Culture: A Historical Encyclopedia'', ABC-CLIO, 2006, ISBN 1-85109-440-7, 9781851094400
**Morris, John: The Age of Arthur: A History of the British Isles from 350 to 650, pp. 17-19, 230-245. (New York: Charles Scribner's Sons, 1973)
 
==Liammoù diavaez==
*[http://www.historyfiles.co.uk/FeaturesBritain/BritishMap.htm Kartenn eus ar rouantelezhioù en Enez Vreizh, tennet eus ''The History Files''] (saozneg)
*[http://www.earlybritishkingdoms.com/kingdoms/496.html Early British Kingdoms]
 
==Kartennoù all==
<gallery>
Skeudenn:North_Britain_547-685.png|War-dro 547-685
Skeudenn:Northumbria 802.jpg|War-dro 802
Image:Y Gogledd.jpg|
</gallery>
 
{{Hen Ogledd‎}}
 
[[Rummad:Rouantelezhioù brezhon]]
 
[[cy:Yr Hen Ogledd]]
[[de:Hen Ogledd]]
[[en:Hen Ogledd]]
[[es:Yr Hen Ogledd]]
[[eu:Yr Hen Ogledd]]
[[fr:Hen Ogledd]]
[[fy:Hen Ogledd]]
[[ga:Yr Hen Ogledd]]
[[gl:Yr Hen Ogledd]]
[[it:Yr Hen Ogledd]]
[[la:Yr Hen Ogledd]]
[[no:Hen Ogledd]]
[[pt:Hen Ogledd]]
[[ru:Древний Север]]
[[sv:Hen Ogledd]]