Jenovefa a Vraban : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
 
==An istor==
An istor zo ur skouer eus istor klasel ar vaouez c'hlan tamallet e gaou ha kaset kuit gant he fried a gred gwallgomzoù ur servijer. Un istor damheñvel a gaver e [[Sainte Tryphine et le Roi Arthur]]. Elfennoù all a gaver e [[kontadennoù Grimm]] ([[Rapunzel]]... ): ar vuhez er gouelec'h, ar c'hlask, ..., hag elfennoù eus buhez sent kristen. <br />
 
Jenovefa a Vraban a zo pried d'ar priñs palatin Siegfried von Trier (Sifroa e brezhoneg), ha tamallet eo gant ar mevel-bras Golo, drouk ennañ outi peogwir he devoa nac'het kousket gantañ. Kondaonet eo Jenovefa d'ar marv, hogen ne vo ket lazhet gant ar bourev, ha c'hwec'h vloaz e vevo gant he mab en ur vougev en [[Ardennes]], maget gant un heizez.