Republik Korea : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 43:
Hin Korea ar Su zo un hin gevandirel gleb gant un dachenn veneziek dindan un hin istrovanel gleb. Tizhout a ra he zachenn 99 392 kilometr karrez<ref name="kgeography">{{cite web|url=http://www.asianinfo.org/asianinfo/korea/geography.htm#TERRITORY|title=Korea's Geography|publisher=Asianinfo.org|date=2010-02-01|accessdate=2010-07-13}}</ref> evit tost 50 milion a annezidi. [[Seoul]] eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ gant 10 421 782 annezad.
 
== Istor Korea ==
Diskouez a ra kavadennoù an arkeologourien e oa annezet ledenez Korea da vare [[Henoadvezh diwezhañ ar maen]].<ref>{{cite web|url=http://www.rom.on.ca/news/releases/public.php?mediakey=sg1yebpnv8 |title=Ancient civilizations |date= |accessdate=2010-04-25}}</ref><ref>[http://www.opm.go.kr/warp/webapp/content/view?meta_id=english&id=35 OPM.go.kr]</ref> Kregiñ a ra [[istor Korea]] gant diazezadur [[Gojoseon]] e 2333 kent J.-K. gant [[Dan-gun]], un haroz mojennel. Da-heul unanidigezh [[teir rouantelezh Korea]] dindan [[Silla]] e 668, [[Korea]] a oa renet gant an [[tierniezh Goryeo|dierniezh Goryeo]] hag an [[tierniezh Joseon|dierniezh Joseon]] an eil goude eben en ur vroad hepken betek diwezh an [[impalaeriezh korean]] e 1910, pa oa staget Korea ouzh [[Bro-Japan]] dre nerzh. Goude dieubidigezh ha dalc'herezh Korea gant an [[Unvaniezh soviedel]] hag ar [[Stadoù-Unanet]] e fin an [[Eil Brezel Bed]] e oa rannet ar vroad etre an norzh hag ar su. Dont a reas an hini diwezhañ da vezañ un demokratiezh e 1948 daoust ma voe ur bern trubuilhoù politikel ha prantadoù ma oa renet gant an arme ha dindan al lezenn brezel, kent savidigezh ar c'hwec'hvet republik e 1987.
 
Goude dieubidigezh ha dalc'herezh Korea gant an [[Unvaniezh soviedel]] hag ar [[Stadoù-Unanet]] e fin an [[Eil Brezel Bed]] e oa rannet ar vroad etre an norzh hag ar su. Dont a reas an hini diwezhañ da vezañ un demokratiezh e 1948 daoust ma voe ur bern trubuilhoù politikel ha prantadoù ma oa renet gant an arme ha dindan al lezenn brezel, kent savidigezh ar c'hwec'hvet republik e 1987.
 
Tarzhañ a reas ur brezel etre an div Gorea hag o c'hevreidi pa oa aloubet Korea ar Su gant Korea an Norzh d'ar 25 a viz Gouere 1950. Paouez a reas war-lerc'h un emglev [[arsav-brezel]] e 1953, met an harzoù etre an div vro zo ar re ar muiañ kreñvaet ha difennet er bed abaoe.<ref name=border/>
 
== Korea ar Su hiziv-an-deiz ==
Goude ar brezel, e kreskas ekonomiezh Korea ar Su a greskas forzh pegement hag are vroteuas aar zeuasvro da vezañ unan eus an 20 ekonomiezh pennañ er bed (ar [[G-20]]),<ref>{{cite web|url=http://www.britannica.com/EBchecked/topic/322280/South-Korea/34997/Economic-and-social-developments|title=South Korea :: Economic and social developments|work=[[Encyclopædia Britannica]]|date=|accessdate=2010-02-18}}</ref> un demokratiezh wirion, hag ur galloud lec'hel en Azia ar Reter.
 
Korea ar Su zo ur republik [[reizhiad prezidantel|prezidantel]], enni 16 rann velestradurel. Ur vro diorroet eo, dezhañ ul live bevañ uhel-kenañ. Pevare armerzh brasañ Azia eo hag ar 15{{vet}} ekonomiezh vrasañ (hervez ar [[produadur diabarzh gros]], pe [[PDG]]) pe an 12{{vet}} (hervez ar [[parder galloud prenañ]]).<ref>[http://www.imf.org/external/pubs/ft/weo/2010/02/weodata/weorept.aspx?sy=2011&ey=2011&ssd=1&sort=country&ds=.&br=1&pr1.x=70&pr1.y=5&c=512,941,914,446,612,666,614,668,311,672,213,946,911,137,193,962,122,674,912,676,313,548,419,556,513,678,316,181,913,682,124,684,339,273,638,921,514,948,218,943,963,686,616,688,223,518,516,728,918,558,748,138,618,196,522,278,622,692,156,694,624,142,626,449,628,564,228,283,924,853,233,288,632,293,636,566,634,964,238,182,662,453,960,968,423,922,935,714,128,862,611,716,321,456,243,722,248,942,469,718,253,724,642,576,643,936,939,961,644,813,819,199,172,184,132,524,646,361,648,362,915,364,134,732,652,366,174,734,328,144,258,146,656,463,654,528,336,923,263,738,268,578,532,537,944,742,176,866,534,369,536,744,429,186,433,925,178,746,436,926,136,466,343,112,158,111,439,298,916,927,664,846,826,299,542,582,967,474,443,754,917,698,544&s=NGDPD&grp=0&a= Report for Selected Countries and Subjects]</ref> Diazezet eo an ekonomiezh war an ezporzhiañ, gant produadoù elektronek, kirri-tan, listri, ardivinkoù, ar [[petrokimiezh|betrokimiezh]], [[robot]]où. Ezel eo Korea ar Su eus [[Aozadur ar Broadoù Unanet]], [[WTO]], [[OECD]] hag eus armerzhoù bras ar G-20. Unan eus izili diazezer <!--[[APEC]]--> [[Kuzul Reter Azia]] eo ivez.