Brezel Korea : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ astennig
Linenn 7:
== Abegoù ==
=== Rannadur al ledenez ===
Da geñver [[Kendalc’h Yalta]] e voe divizet gant [[ar Re Gevredet]] e tisklêrfe an URSS brezel da [[Japan]] tri miz war-lerc’h kodianidigezh Alamagn hag en em zaskorfe ar bagadoù japanat lec’hiet a-us d’an 38{{vet}} ledenn d’ar Sovieded; ar pezh a dalveze e spered ar re-mañ diwezhañ edo an takadoù-se dindan o beli pe o levezon a-c'hwael.
Hogen, nag ar Sovieded, nag an Amerikaned, nag ar Goreaned kent a-se, ne soñje dezhe e vefe da viken ar rannadur ''de facto''-se.
 
D'an 8 a viz Eost e tisklerias URSS brezel ouzh Japan. D'an 9 e teuas ar Soviediz tre e Korea. D'ar 6 a viz Gwengolo e voue krouet ur Republik demokratel berr-bad e Seoul gant ar strolladoù politikel eus an tu-kleiz (ar brasañ niver enne gant ar gomunourion), bet oberiant en harzherezh a-enep da Japaniz.
 
Monet a rae avat an traoù war drenkaat etre an daou vloc’had (soviedel ha kornôgat) ha divizet gant an [[ABU]] aozañ dilennadegoù er vro en he fezh evit kaout un diskoulm. Hogen, ne voent ket degemeret gant an URSS hag ar gomunourion ha ne voe bet anezhe nemet e Su ar vro (dindan gouzalc’herezh an arme amerikan). D’o heul e voe bonnet Republik Korea, dezhi [[Seoul]] da gêrbenn. Ar gomunourion a aozas-int dilennadegoù arall e hanternoz al ledenez (dindan gouzalc’herezh an [[Arme Ruz]]) ha, dre guzh, e Su ar vro. Disklêriet e voe Republik Poblel ha Demokratel Korea. Evel Republik Korea e lavare derc’houezañ Korea en he fezh.