Delwenn ar Frankiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Reizhañ liammoù diabarzh
Linenn 1:
[[Restr:Freiheitsstatue NYC full.jpg|thumb|270px|]]
'''Ar Frankiz o sklêrijennañ ar bed''' (''Liberty Enlightening the World''), brudetoc'h evel '''Delwenn ar Frankiz''' (''Statue of Liberty''), a zo unan eus brudetañ monumantoù kêr [[New York]]. War [[Enez Liberty]] emañ an delwenn, er c'hreisteiz da [[Manhattan|Vanhattan]], en aber ar stêr [[Hudson]], damdost da [[Enez Ellis|Ellis Island]]. Profet eo bet delwenn ar frankiz d’ar [[Stadoù-Unanet]] get ar [[Bro-C'hall|C’hallaoued]] e 1886, evit lidañ kant vloaz disklêriadur dizalc'hded Amerika hag evel un arouez eus ar vignoniezh etre an div vroad. Lid-envel an delwenn a oa bet d'an 28 a viz Here [[1886]], gant [[prezidant Stadoù-Unanet Amerika]], [[Grover Cleveland]]. Kizellet eo bet get [[Frédéric-Auguste Bartholdi]] eus [[Kolmar]]. Choazet eo bet get an arkitekt Eugène Viollet-le-Duc get petra e vo savet delwenn ar frankiz. Oc’hpenn bout monumant brudetañ New York eo deuet an delwenn-mañ da vezañ simbol ar Stadoù-Unanet hag ar Frankiz.
Diazezet eo ment, dalc'h, ha doare sevel Delwenn ar Frankiz war doare [[Keurzelwenn Rodos]] hervez soñj an ijinourien. Unan eus an dave brudetañ d'ar geurzelwenn eo ar varzhoneg "The New Colossus" skrivet gant [[Emma Lazarus]], e 1883 hag engavet war ur bladenn sibiliet ouzh sichenn Delwenn ar Frankiz e porzh [[New York]].
Linenn 13:
Image:Statue of Liberty-D.JPG|Ar monumant gwelet eus [[Battery Park]].
Image:Statue of Liberty AB.jpg|An delwenn gwelet adalek he sichenn
Image:Statue_de_la_liberte_vue_navette.jpg|An delwenn gwelet eus ar vulzun douristañ a gas da [[Enez Ellis|Ellis Island]]
</gallery></center>