Amerikiom : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 97:
== Istor ==
Goude ar [[kuriom|c'huriom]] <sub>96</sub>Cm e voe dizoloet an amerikiom <sub>95</sub>Am. Bez' ez eus bet anezhañ war an Douar e-pad milionoù a vloavezhioù koulskoude, pa veze kenderc'het e [[kreizenn derc'hanel|kreizennoù derc'hanel]] naturel en Oklo e [[Gabon]]<ref>PAKSBI Andrew Karam, ''The Natural Nuclear Reactor at Oklo: a Comparison with Modern Nuclear Reactors'', 2005, [http://www.physics.isu.edu/radinf/Files/Okloreactor.pdf ''Idaho State University''] {{en}} <small>Liamm oberiant 09 MEU 13</small></ref>. Ur milmilion a vloavezhioù zo e paouezjont da vont en-dro, ha dre ma 'z eo 7 370 bloavezh [[hanter-vuhez]] an [[izotop]] stabilañ, Am-243, n'eus mui nemet louc'hoù eus an amerikiom e [[Douar (planedenn)|krestenenn an Douar]].<br />
E [[1944]] e voe kevanaozet amerikiom-241 a-ratozh-kaer e Skol-veur [[Berkeley (Kalifornia)]] gant skipailh Glenn Theodore Seaborg, Ralph A. James, Leon Owen Morgan hag Albert Ghiorso dre skinata [[plutoniom]] gant [[neutron]]où en ur greizenn derc'hanel. [[Priz Nobel ar Gimiezh]] [[1951]] a yeas gant Glenn T. Seaborg evit bezañ dizoloet kimiezh an elfennoù pounneroc'h eget an [[uraniom]], hag evit bezañ kloakaet taolenn drovezhiek an elfennoù de ouzhpennañ an aktinidoù. Da [[Edwin Mattison McMillan]] e voe roet ar Priz ivez, p'en devoa dizoloet an [[neptuniom]] e [[1940]]. E Skol-veur [[Chicago]] e voe gwiriekaet kavadenn an amerikiom.<br/>
Dre m'emañ an elfenn 95 e renkennad an aktinidoù dres dindan al [[lantanid]] ''[[europiom]]'' <sub>63</sub>Eu e voe anvet ''americium'' en enor d'ar [[kevandir|c'hevandir]] [[Amerika|amerikan]].<ref>SEABORG Glenn T. & JAMES Ralph A. & MORGAN Leon O, ''The New Element Americium (Atomic Number 95), 1948, [http://www.osti.gov/accomplishments/documents/fullText/ACC0046.pdf ''Office of Scientific & Technical Information''] {{en}} <small>Liamm oberiant 09 MEU 13</small></ref>