Renée de Rieux de Châteauneuf : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
[[File:Louise de Lorraine.jpg|thumb|right|Louise de Lorraine Vaudémont, Rouanez Bro-C'hall]]
 
'''Renée de Rieux''' (pe "des Rieux"), lesanvet ''la Belle de Châteauneuf'', ganet war-dro 1541 ha marvet e 1582, a oa [[merc'h-vihan]] d'ar marechal [[des Rieux]], ur brezelour breizhat a vrezelas en amzer [[Anna Vreizh]]. Mestrez e oa bet d'ar roue gall [[Herri III (Bro-C'hall)|Herri III]].
 
==He zud==
Linenn 11:
 
==El lez==
Plac'h a enor e oa gant ar rouanez c'hall, an italianez [[Caterina de' Medici]]. Sot ganti e oa [[mab]] ar rouanez, [[dug Anjev]], a zeuas diwezhatoc'h da vezañ roue e Bro-C'hall dindan an anv [[Herri III (Bro-C'hall)|Herri III]]), ha meur a soned a savas an dug en enor dezhi, goude ma oa troet gant ar baotred ivez. Abalamour d'an darempred-se, a-hervez, a grogas e 1569, eo ec'h enebas an dug ouzh an dimeziñ a oad oc'h aozañ dezhañ gant [[Elesbed Bro-Saoz]]. Met goude ur pennad e troas e selloù war-du [[Marie de Cleves]] (1571). <br />
El lez e voe klasket ur pried dezhi, rak disfiz he devoa ar rouanez kozh Catarina ouzh kened an dimezell hag a c'halle reiñ re a levezon dezhi, ha kaoz a voe eus Voivod Transilvania, eus kont Leicester; eus Antoine Duprat, provost Pariz; hag eus kont Brienne, met hini ebet n'eas betek penn.