Faunus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Kempenn c'hoazh
Linenn 1:
[[Skeudenn:Barberini Faun front Glyptothek Munich 218 n1.jpg|thumb|160px|Faunus Barberini, e [[München]]]]
[[Skeudenn:Pompeje tanczacy faun.jpg|thumb|Addelwenn eus Faunus o tañsal, dirak [[Casa del Fauno]] e [[Pompei (Henamzer)|Pompei]].]]
[[Skeudenn:Faun merse.jpg|miniatyr|thumb|left|300px|Faunus, livet gant al livour hungarat [[Pál Szinyei Merse]]]]
[[Skeudenn:Faunus Vienna Ma528.jpg|thumb|150px|right|Faunus Vienna]]
Linenn 6:
 
Mab e oa da [[Picus]], mab-bihan da [[Saturnus]], ha tad da [[Latinus mab Faunus|Latinus]], roue al [[Latined]], a oa mab d'e wreg [[Fauna]]), pa zegouezhas [[Eneas]] en [[Italia]]. Hervez skridoù zo avat e oa mab da Saturnus ha [[Kirke]].
 
Doue ar maezioù e oa Faunus, pa oa [[Silvanus]] doue ar c'hoadoù. Diwaller ar [[chatal]] e oa Faunus dreist-holl, ha reiñ a rae dezho frouezhusted, neuze e veze graet ''« Inuus »'' anezhañ, o diwall a rae diouzh ar [[bleiz|di]], ha se zo kaoz e veze graet ''« Lupercus »'' anezhañ (eus ''Lupus'': « bleiz ») neuze.
 
Gouest e oa da gas gwallhunvreoù d'an dud, hag ''Incubis'' (''« gwallhunvre »'' a veze graet anezhañ ivez).
 
==Diouganer==
Un [[diouganer]] e oa ivez, hag en noz e kleved anezhañ oc'h embann orakloù. Se zo kaoz e veze graet ''Fatuus'' (''an Diouganer'') anezhañ ivez. E ziouganoù a deue en hunvre hag ar mouezhioù kevrinus a gleved er c'hoadoù pe bodoù [[nevet]]: ur c'hoad nevet a oa nepell diouzh [[Tibure]] hag unan all war ar menez [[Aventin]].
 
==Lupercales==
En enor dezhañ e veze lidet al [[Lupercales]], d'ar [[15 a viz C'hwevrer]]. En deiz-se e veze daouzek [[luperques]], beleien Faunus, oc'h aberzhiñ ur bouc'h d'o doue e mougev Lupercal (e harz ar [[Menez Palatin]]) ma oa bet maget [[Romulus ha Remus]] gant ar vleizez. Neuze, gwisket gant kroc'hen ur bouc'h en-dro d'o dargreiz, ez aent da redek dre gêr Roma. Gant lêrennoù eus ur bouc'hken e skourjezent ar maouezed a-benn o frouezhusaat.