David ar Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Dispac'h Gall, èl-rezon...
Linenn 9:
 
'' [[Ar Gwenedour hag an Inuitez]] '' zo ul levr danevelloù bet embannet e fin ar bloaz 2006 get David Ar Gall, kelenner brezhoneg er skolaj Diwan Gwened, liv brezhoneg Bro Pourlet, e vro orin, getañ. Mont a ra pemzek danevell, 170 bajenn, d'e ober. Beajiñ a ra al lenner ag an amzer vremañ betek mare an dispac'h; a Vreizh betek ar [[Greunland]], pe betek un enezenn kollet get ur meuriad debrerion tud... Istorioù kriz 'vez savet get David Ar Gall, get ur sell hag ur fent du... Ar skrivagner a ouia penaos sevel un istoer, tudennoù, un aergelc'h.
E "Karr... m'ho kar", da skouer, e tanevell istor un paotr yaouank skoet get e dad ha, war-lerc'h, get krennarded er skol. Skoet betek bout kaset d'an ospital, met n'eus ket kement-se a dud da sikour getan. Istorioù evel-se a c'hellehe bout gwir da vat. "Dasson an taboulin" a zo ivez istor ur paotr yaouank, digourdi met paour-razh, da vare an [[Dispac'h Gall|Dispac'h]]. Mont a ra da soudard e-barzh ar mor lu, ha David Ar Gall a ro un tañva, e-barzh un nebeud pajennoù, eus ar vuhez e-barzh ar bagoù brezel d'ar c'houlz-se. Tennet zo bet kant skouerenn hepken ag al levr-se na vez ket gwerzhet barzh ar stalioù-levrioù.
 
'''Hent Arkadius''' : Gant an tolpad danevelloù-mañ e laka war-wel ur bed liesliv : a-wezhioù teñval ha du, livañ a ra bedoù kriz, amzerioù da zont goulazhet, bedoù pulluc’het, gant fent ur gwenedour evel-just. Gwezhioù all e vo trec’h ar vuhez, ar garantez. War hent Arkadius ne c’hell ket an enoe bout trec’h gwezh ebet.