Graet e vez '''deiziadur loarel''' eus un deiziadur diazezet war [[Prantadoù al Loar|prantadoù al loar]].
Peurliesañ ez a en-dro gant [[Miz|mizioù]] a glot gant ul [[loariad]]. Evel-se e verk deiz ar miz e peseurt prantad emañ al loar.
Gallout a ra un deiziadur loarel merkañ ar [[Koulz-amzer|c’houlzioù-amzer]] ha prantad al loar war un dro. Evel-se emañ kont gant an [[DeizidaurDeiziadur sinaat|deiziadur sinaat]], an [[deiziadur hebraek]] hag an [[deiziadur hindi]]. Deiziadurioù evel-se zo [[deiziadur heolloarek|deiziadurioù heolloarek]].
Met n'eo ket ret d'un deiziadur loarel bezañ evel-se. Ober a ra an [[deiziadur muzulman]] gant ur bloavezh na heuilh ket ar c’houlzioù-amzer. Ur gwir deiziadur loarel eo neuze.