Édouard Manet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Resisaat
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
E vamm, Eugénie-Desirée Fournier, a oa merc'h d'un diplomat ha filhorez da [[Charles Bernadotte]], roue Sveden. E dad Auguste Manet, a oa barner, hag en gortoz e oa da welout e vab Édouard o vont da studiañ al lezenn eveltañ. E eontr Charles Fournier a gase anezhañ gantañ da weladenniñ [[Mirdi al Louvre]] alies. E 1845 e krogas da vont da glasoù liverezh ma tegouezhas gant Antonin Proust, a vo Minist an Arzoù-Kaerhag a chomo mignon dezhañ. <br/>
 
Reuz a oa bet er Saloñs Ofisiel pa oa bet diskouezet an daolenn [[''Olympia'']], e 1865. Gwelet'vez hiriv an oberenn-mañ er [[Mirdi Orsay]], e Paris.<br />
 
Mignoned Manet a oa al livourien : [[Frédéric Bazille]], [[Edgar Degas]], [[Claude Monet]], [[Auguste Renoir]], hag ar skrivagnerien [[Charles Baudelaire]], [[Stéphane Mallarmé]] hag [[Émile Zola]]. E vreur [[Eugéne Manet]] a zimezas gant al livourez [[Berthe Morisot]]. Livet en doa Manet meur a daolenn eus e c'hoar-gaer (''An diskuiz'', [[''ar Balkon'']], h.a.).