Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Tavarn: rann nevez
Linenn 53:
Trugarez evit ho lenn
--[[Implijer:Lekemok|Lekemok]] ([[Kaozeadenn Implijer:Lekemok|kaozeal]]) 28 Meu 2013 da 09:58 (UTC)
 
:Respont d'ar [[Kaozeadenn_Implijer:Lekemok#Respont_Morgane44|respont]].
:Trugarez evit ho respont. Ar pal ne oa ket renkañ an traoù evit ar robot met sachañ evezh an dud war ar fed n'eus bureviad ebet evit ober war-dro-se, ha klask sevel dilennadegoù evit lakaat ur merour bennak da vureviad. N'on ket barrek tamm ebet war ar robotoù ivez ha setu ar gudenn. Ma n'eus den ebet oc'h ober-se ne vo graet netra all e-keñver ar pezh a ra ar vurevidi. Ouzhpenn-se em boa c'hoant da adlañs an traoù evit ar pennadoù mat peogwir ur bern a zo war ar renk, merourien a zo evit lakaat anezho da bennadoù mat met siwazh, n'eus vot ebet evito, nag a-du, nag a-enep. Neuze em boa c'hoant da lakaat an dud da votiñ evito.
 
:Setu ar pezh em boa c'hoant da c'hinnig (marteze ne oan ket sklaer a-walc'h war ar poent kentañ p'emaon ganti).
 
:Desket em eus iwerzhoneg e-pad tri bloaz met n'on ket dispar-dispar (evit abegoù lies). Kregiñ a rin gant ar c'hembraeg ar bloaz o tont emichañs, gwelet 'vo ma vo aesoc'h. Met gwir, diaes eo an iwerzhoneg :D.
 
A galon
-- [[Implijer:Lekemok|Lekemok]] ([[Kaozeadenn Implijer:Lekemok|kaozeal]]) 28 Meu 2013 da 19:24 (UTC)