Haggis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Stumm an titl|''Haggis''}}
[[Restr:Haggis neeps tatties.JPG|thumbnail|dehou|Haggis gant neeps ha tatties en un doare modern]]
[[Restr:A haggis serving.JPG|thumb|250px|Ur pladad '''''haggis'''''
gant ''neeps & tatties'']]
An ''Haggis'' a zo ur meuz [[Bro-Skos|Skos]] graet gant stripoù [[Dañvad|deñved]], ognon, [[yod kerc'h]], druzoni, spisoù hag halen, mesket gant bouilhoñs ha lakaet da vitonañ e-barzh kroc'hen ar sac'h-boued e-pad teir eurvezh.
Ur meuz [[Bro-Skos|skos]] eo an '''''haggis''''', a zo graet gant diskaroù drailhet un [[dañvad]] pe un [[oan]] poazhet gant [[Ognon (Allium cepa)|ognon]], bleud [[kerc'h]], [[soav]] [[ejen]], temzoù ha [[holen|halen]], mesket gant bouilhoñs ha lakaet da vitonañ e-barzh [[stomog|sac'h-boued]] al loen e-pad teir eurvezh.

Servijet e vez gant ''bashed neeps an chappit tatties'' ("[[irvin]] flastret ha [[patatez]] drailhet" e [[skoteg]]), ha gant ''a wee dram'', ur werennadig [[wiski]].

== Gerdarzh ==
Meuz broadel [[Bro-Skos]] eo abaoe barzhoneg [[Robert Burns]], ''[[Address to a Haggis]]'' (1787). Servijet e vez gant "neeps and tatties" (irvin saoz ha patatez e [[Skoteg]]) lakaet da virviñ ha mesket, ha gant ur "glam", ur werennad [[wiski]] skos.
Testeniet eo ar stumm skrivet ''haggis'' abaoe [[1375]]-[[1425]]. Skosek eo ar ger hag ar meuz hiziv, hogen paot e vezent a-hed marevezh ar [[saozneg|c'hrennsaozneg]] ([[1154]]-[[1485]]).

Daou orin zo bet kinniget d'an anv ''haggis'' :
:• krennsaozneg ''hageys'', o tont eus ar saozneg-[[galleg]] ''*hageis'', diwar ar wrizienn ''hag–'' (a roas ar galleg kozh ''haguer'', ar saozneg ''to hack'', ar saozneg kozh ''haggen'', an [[izelvroeg]] ''hakken'' hag an [[alamaneg]] ''hacken'', an holl o talvezout "drailhañ") hag an dibenn ''–eis'', a zo ul lostger a vez arveret e geriaoueg saoznek ar c'heginañ<ref>''Random House Webster's Unabridged Dictionary'', New York, 2005, ISBN 978-0-375-42599-8 {{en}}</ref> ;
:• galleg kozh ''agace'' "[[pig]]", dre leteñvelded ouzh an tammoù boued a bep doare a vez dastumet gant ar piged.<ref>[http://www.etymonline.com/index.php?allowed_in_frame=0&search=Haggis&searchmode=none ''Online Etymology Dictionary''] {{en}} '''OK''' 01/04/2013</ref>

== Istor ==
[[File:Rabbie Haggis!.jpg|thumb|left|220px|'''''Haggis'''''
da benn Robert Burns]]
Petra bennak ma vez an ''haggis'' lakaet da skosat penn-kil-ha-troad, ne c'haller ket kadarnaat lec'h e c'hanedigezh, rak un doare da aozañ diskaroù al loened kentoc'h eget o c'holl eo, evel ar gwadigelloù ; meuz ar beorien e oa c'hoazh e [[Breizh-Veur]] a-bezh da vare Robert Burns ([[1759]]-[[1796]]), peogwir eo magus, saourus ha marc'hadmat.

En [[Henamzer]] dija e lakaed kig pe gwad en un tamm bouzell d'o mirout hag o foazhañ : e deroù pennad XX [[Odysseia]] [[Homeros]] (VIIIvet kantved K.J.K.) e kaver meneg eus ur stomog farset gant druzoni ha gwad.<ref>[http://iliadeodyssee.texte.free.fr/aatexte/meunier/odysmeunier/odysmeunier20/odyssmeunier20.htm ''L'Odyssée''] {{fr}} '''OK''' 01/04/2013</ref>

Hervez ar geginerez hag istorourez Clarissa Dickson Wright e voe ijinet an doare-se evit poazhañ an diskaroù diouzhtu goude marv al loen, kuit a goll boued, peogwir ez eont buan da fall.<ref>DICKSON WRIGHT Clarissa, ''The Haggis — A Little History'', Pelican Publishing, 1998, ISBN 978-1-56554-364-5 {{en}}</ref>

Meuz broadel [[Bro-Skos]] eo an ''haggis'' abaoe barzhoneg [[Robert Burns]], ''[[Address to a Haggis]]'' (1787). Bep bloaz, d'ar 25 a viz Genver, pa lider ganedigezh ar barzh, e vez servijet da geñver ''Burns supper'' — e kement lec'h ma vez ur gumuniezh skosat pe mignoned d'ar barzh ha d'e oberennoù, da lavaret eo er bed a-bezh — gant kement a virvidigezh e Dunedin ([[Zeland-Nevez]]) hag e [[Dunedin]].
{{clear}}
== Rekipe ==
En dornskrid keginañ ''[[Liber Cure Cocorum]]'' bet skrivet war-dro ar bloavezh [[1430]] e [[kontelezh]] [[Lancashire]] ([[Bro-Saoz]]) e kaver ar meneg kentañ eus ur meuz anvet ''hagese'' aozet gant diskaroù dañvad ha [[perisilh]].<ref>[http://www.pbm.com/~lindahl/lcc/parallel.htm ''Liber Cure Cocorum''] {{en}} '''OK''' 01/04/2013</ref>

Meneg zo eus ''haggeis'' er [[barzhoneg|varzhoneg]] skotek ''Schir Johine the Ros, ane thing thair is compild'', anavezet dindan an anv ''[[The Flyting of Dumbar and Kennedie]]'', bet savet gant [[William Dunbar]] (~[[1460]]-~[[1520]]) ha [[Walter Kennedy]] (~[[1455]]-~[[1508]]) da-geñver un [[disput]].<ref>DUNBAR William, ''Selected Poems'', Routledge, 2003, ISBN 978-0-415-96943-7 {{en}}</ref>

E [[1615]] e voe embannet e [[London]] an dornlevr ''The English Huswife'' ("An diegez saoz") gant ar skrivagner Gervase Markham (~[[1568]]-[[1637]]), ma kaver meneg eus ''the Haggas or Haggus'', graet gant bleud kerc'h, [[gwad]], hag avu dañvad, [[leue]] pe [[pemoc'h|bemoc'h]]<ref>MARKHAM Gervase, BEST Michael R. Best, ''The English Housewife'', McGill-Queen's University Press, 1986, ISBN 978-0-7735-1103-3</ref>. Ur rekipe all zo en un dornskrid eus deroù ar [[XVIIvet kantved]] e levraoueg Wellcome e London.<ref>[http://archives.wellcomelibrary.org/recipebooks/MS635/MS635_0035.pdf ''Wellcome Library'', MS.635/35] {{en}} '''OK''' 01/04/2013</ref>

A-douez meur a rekipe, setu amañ hini ar Skosad Paul Harris.<ref>HARRIS Paul, ''A Little Scottish Cookbook'', The Appletree Press Ltd, 1988, ISBN 978-0-86281-204-1 {{en}}</ref> Da ziwall zo rak, evel ma skriv an aozer, "amzere diouzh an dud temzet fall eo ar rekipe amañ da heul !".
{| cellspacing="5px" cellpadding="5px"
|- valign="top"
| bgcolor="#FFE1FF" |
• stomog un dañvad

• [[kalon]], [[skevent]] hag [[avu]] al loen

• 2 benn-ognon drailhet

• 175 [[kilogramm|g]] bleud kerc'h rostet

• 450 g soav ejen

• 45 [[litr|cl]] bouilhoñs ejen

• holen (1 loa-voued)

• [[pebr]] du nevez-malet

• kraoñ ha kign [[muskadez]]

| bgcolor="#FFFACD" |
Peurwalc'hit ar stomog en dour yen, troñsit-eñ ha skrabit an diabarzh gant ur gontell.

Lakait an diskaroù da virviñ betek tener, en ur lezel ar vriant a-ispilh war vord ar gaoter evit ma tizourfe en ur volenn.

Drailhit munut ar c'hig ha rasklit an avu kent o c'hejañ gant an holen, ar pebr, ar muskadez hag ar bleud kerc'h.

Meskit mat gant ar bouilhoñs ha leugnit ar stomog en ur lezel ichou evit ma c'hallfe ar c'herc'h koeñviñ e-pad ar poazhañ.

Gwriit ar stomog gant un nadoz vridañ ha neud tev pe boell danav.

Grit toulloùigoù er stomog gant an nadoz, ha lakait en dour berv e-pad teir eurvezh.

Ur wezh poazh, lakait an ''haggis'' war ur plad tomm, diwriit ha digorit ar sac'h.

Servijit tomm-berv gant irvin flastret ha patatez drailhet.

Saourit gant an temz a zere, da lavaret eo ur soner(ez) [[Binioù skos|''pìob mhór'']] e ''[[brozh|kilt]]''.

Meur a zoare zo bremañ da ginnig ''haggis'' en tu all d'ar rekipe hengounel-se, e stalioù Bro-Skos hag e lec'h all.

A-hed ar bloaz e kaver ''aotrou meur gouenn ar poudingoù'' e gourmarc'hadoù ar vro, en e sae voas ha dereat pe aliesoc'h paket en ur stomog [[plastik|mezell]] e-lec'h naturel, dres evel ma vez graet gant ar silzig izelbriz. En noazh e boestoù-mir en e gaver ivez, hag e pakoù a c'haller tommañ en ur [[skinforn]] zoken.

Er pretioù ivez e vez gwallgaset a-wezhioù, pa c'haller e gavout gwisket gant bas ha fritet gant avaloù-douar giz [[Bro-C'hall]] evel forzh pe damm [[moru]], servijet evel ''haggis burger'' e lod stalioù boued-prim, pe c'hoazh en noazh (adarre) war ur ''[[pizza]]''.

Bez' ez eus rekipeoù a-zere gant staelad kevredigezhel ar meuz evelato, evel ar ''Flying Scotsman'' (gwenn kig-[[yar]] farset gant ''haggis''), a zeu da vezañ roueel pa vez gwisket gant [[bekon]] hag anvet ''Chicken [[Balmoral]]''.

== Er sevenadur ==
Peogwir ne oar den a-zivout orin resis an ''haggis'' ez eus bet ijinet lod gant Skosiz.

Unan anezho a ra dave d'ar mare ma veze kaset ar chatal war droad betek ar marc'hadoù bras. Pa guitae ar wazed an [[Uheldirioù Bro-Skos|''Highlands'']] da gas o zropelladoù da varc'had Dunedin e priente ar merc'hed boued da gas ha da zebriñ e-kerzh an hir a valeadeg dre an traoñiennoù ; un doare marc'hadmat ha hebleustr da gas boued magus e voe an ''haggis''.

Un displegadenn all zo diazezet war reizhiad ar [[klan skos|c'hlanoù skos]] : pa c'hourc'hemenne penn ar c'hlan ma vije lazhet ur penn-chatal evit e gig e roe d'al labourerien ar gwir da virout diskaroù al loen evito.

An ''Haggis Hurling'' — ar sinklañ ''haggis'' — zo ur [[sport]] skos ma ranker bannañ un ''haggis'' ar pellañ ma c'haller. E-pad 27 bloavezh e voe ar gourc'hoù gant Alan Pettigraw, a vannas an ''haggis'' da 55,11 [[metr|m]] war Enez Inchmurin, [[Loch Lomond]] e miz Eost [[1984]] ; gant Lome Collart emañ ar maout abaoe an 11 a viz Mezheven [[2011]], pa dizhas 66,14 m e Milngavie ([[East Dunbartonshire]], e-kichen [[Glasgow]]).<ref>[http://www.thehaggis.com/EZ/sh/sh/page08.php ''Haggis in sport''] {{en}} '''OK''' 01/04/2013</ref>

Un ''Haggis Hostel'' zo e Dunedin.
== Mojennoù ha fedoù ==
[[File:Wild Haggis.jpg|thumb|250px|''Marag fabulosus'', an '''''haggis''''' gouez]]
Meur a vojenn zo bet savet a-gozh diwar-benn an ''haggis'' ; setu amañ an div a glever an aliesañ, gant ar fedoù gwirion da heul.
* ''Loened eo an haggised ; berroc'h eo o favioù kleiz eget re an tu dehoù, evit ma c'hallfent chom war tor an ''Highlands'' hep kouezhañ.''
: Diwar mojenn an [[:fr:Dahu|Dahu]] e teu ar flugez-se. E gwirionez ez eo an ''haggii'' (liester reizh), ''Marag fabulosus'' o anv skiantel, loened eus familh an [[ornitorink]]ed – anvet ''platypus'' e [[saozneg]], p'eo ''phatypud'' anv saoznek ''Marag fabulosus'' ; keit-ha-keit eo o favioù, evel-just, mod all ne c'hallfent ket redek war-gil a-dreuz ar girzhier evel ma vezont boas d'ober.
* ''E [[Loch Ness]] e vev an ''haggii'', gant an euzhvil a zo eno ; evit gallout splujañ el lenn don-se hep bezañ taget gant an euzhvil ez eo rekis neuze stagañ un ''haggis'' ouzh pep troad.''
: Loened bihan hag aonik eo an ''haggii'', spontet e vezont gant kement tra a zo brasoc'h ha pounneroc'h egeto. Ne ouzon ket neuial.

{{Quotation|Evit gouzout hiroc'h, lennit aketus an [http://haggishunt.scotsman.com/haggisclopedia.cfm '''''Haggisclopedia'''''].}}

== Notennoù ==
<references />

== Liammoù diavaez ==
* [http://www.foodnetwork.com/food/recipes/recipe/0,,FOOD_9936_17236,00.html Rekipe an Haggis gant Alton Brown] {{en}} '''OK''' 01/04/2013
*[http://en.wikibooks.org/wiki/Cookbook:Haggis Cookbook:Haggis]
* [http://en.wikibooks.org/wiki/Cookbook:Haggis Ur Wikirekipe] {{en}} '''OK''' 01/04/2013
*[http://en.wikisource.org/wiki/Address_to_a_Haggis Wikisource:Address to a Haggis]
*[http://en.wikisource.org/wiki/Address_to_a_Haggis Wikisource:Address to a Haggis] {{en}} '''OK''' 01/04/2013
*{{en}} [http://www.foodnetwork.com/food/recipes/recipe/0,,FOOD_9936_17236,00.html Rekipe an Haggis gant Alton Brown]
* [http://haggishunt.scotsman.com/haggisclopedia.cfm ''Haggisclopedia''] {{en}} '''OK''' 01/04/2013
* [http://www.haggishostels.co.uk/ ''Haggis Hostels''] {{en}} '''OK''' 01/04/2013
{{Commonscat|Haggis}}

[[Rummad:Bro-Skos]]
[[Rummad:Meuzioù]]

[[af:Haggis]]
[[als:Haggis]]
[[az:Cız-bız]]
[[bg:Хагис]]
[[ca:Haggis]]
[[cs:Haggis]]
[[da:Haggis]]
[[de:Haggis]]
[[en:Haggis]]
[[eo:Haggis]]
[[es:Haggis]]
[[fa:چغور پغور]]
[[fi:Haggis]]
[[fr:Haggis]]
[[he:האגיס]]
[[it:Haggis]]
[[ja:ハギス]]
[[ko:해기스]]
[[mzn:جغول بغول]]
[[nl:Haggis]]
[[nn:Haggis]]
[[no:Haggis]]
[[pl:Haggis]]
[[pt:Haggis]]
[[ru:Хаггис]]
[[sco:Haggis]]
[[sl:Haggis]]
[[sv:Haggis]]
[[tr:Haggis]]
[[uk:Хаггіс]]
[[vi:Haggis]]
[[zh:肉馅羊肚]]