Lugdunensis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|right|200px|''Gallia lugdunensis'' en impalaeriezh roman, war-dro 120 ''Gallia lugdunensis'' pe ''Lugdunensis'' a oa unan eus ar pro...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 6 Ebr 2007 da 22:25

Gallia lugdunensis pe Lugdunensis a oa unan eus ar proviñsoù krouet gant Augustus e Galia e 27 kent J.-K.. E stumm zo souezhus a-walc'h : bodañ a ra an Arvorig ha tolead Lyon. Abegoù disheñvel zo :

  • Abegoù etnek : klotañ a ra tamm-pe-damm gant unan eus an teir Galia meneget gant Julius Caesar e De bello gallico[1] : Galia vlevek (Gallia comata e latin).
  • Abegoù politikel : bihanaat a ra pouez ha levezon kreiz Galia, en ur stagañ keodedoù galian d'ar proviñsoù roman tostañ. Da skouer ez eus bet staget ul lodenn eus Gallia Celtica ouzh Aquitania.
Gallia lugdunensis en impalaeriezh roman, war-dro 120

Gallia lugdunensis a oa ur broviñs impalaerel renet gant ur prefed staliet e Lugdunum (Lyon). Kavout a reer ivez ur stal voneiz e Lugdunum ha santual kevredadel an teir Galia, dediet da azeulerezh Roma ha da hini an impalaer.

Ar c'hêrioù pennañ a oa : Lugdunum, Augustodunum (Autun, Lutecia (Paris, Juliomagus (Angers), Condate (Roazhon), Rotomagus (Rouen), Cesarodunum (Tours), Augustodurum (Bayeux), Colonia Forum Segusiavorum (Feurs), ha kement zo.


Da vare an detrarkiezh e oa rannet Gallia lugdunensis e peder froviñs : Lugdunensis I (traoñiennoù ar Saône hag an Allier), Lugdunensis II (Normandia a vremañ), Lugdunensis III (Arvorig hag Anjou) ha Lugdunensis IV (Ile-de-France). Staget e voent holl ouzh prefedi pretordi Galiaoù.

Drastet e voe Galia gant an aloubadegoù barbar. Chom a reas tachennoù feal d'an impalaeriezh roman e Lugdunensis II ha IV betek 486 dindan renerezh Aegidius ha Syagrius.

Notennoù

  1. Gallia est omnis divisa in partes tres...)