Maria Letizia Ramolino : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 37:
 
Koulskoude e voe anvet, dre un dekred d'an [[23 a viz Meurzh]] [[1805]], da v-[[Meurded Impalaerel]] hag Itron Mamm. Bevañ a rae pell diouzh al lez, e kastell [[Pont-sur-Seine]], profet dezhi gant he mab, diskenn a rae en Hôtel de Brienne pa c'hoarveze dezhi donet da b-[[Paris]].
[[Galleg]] ne gomze ket,ha biskoazh ne zeskas.
 
Devot e oa, goulenn gwarez ar pab a reas pa voe ret mont d'an harlu, ha mont a reas da chom da [[Roma]], d'ar palez Falconieri gant he hanter-breur ar c'hardinal [[Joseph Fesch]], ha goude d'ar palez Rinuccini. Eno eo e klevas keloù eus marv [[Napoleon]] d'ar [[5 a viz Mae]] [[1821]] hag eno eo e varvas d'an [[2 a viz C'hwevrer]] [[1836]]. E [[Corneto]] e voe beziet, met degaset e voe he c'horf da [[Aiacciu]] e [[1851]], ha neuze d'ar Chapel impalaerel en [[1860]] wat urzh he mab-bihan [[Napoleon III]].