C'hnoum : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : {|tableborder="2" cellpadding="4" style="float:right; margin:5px 0 1em 1em; border:1px solid #FFCC00; border-collapse:collapse; border-width:1px 1px 1px 1px; background:#ffffde; color...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 9 Ebr 2007 da 16:16

C'hnoum
XnmwE10

C'hnoum ('ẖnmw)


Er vitologiezh egiptat, C'hnoum a oa unan eus kentañ doueed Henegiptiz. Diskouezet e vez gant penn ur maout. Da gentañ e oa doue mammenn an Nil. Dre ma tegase lec'hid ha pri gant dic'hlann bloaziek ar stêr, ha dre ma tegase ar vuhez d'an trowardroioù, e veze sellet ouzh an doue evel krouer ar vugale, a save gant e durgn poder, gant pri, hag e lakae anezhe e korf o mamm. Diwezhatoc'h e vo lavaret en doa fardet an doueed all. Graet e veze eta Poder doueel anehañ hag Aotroù an traoù krouet gantañ e-unan.

C'hnoum gant e bried Menhit war moger diavaez an templ en Esna

He fried e oa an doueez Neith e mitologiezhioù egiptat zo. En trede Nom eus Egypt-Uhelañ, en Esna dreist-holl, e oa Menhit a oa gwreg C'hnoum, ha mamm Heka.

C'hnoum


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg