Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Rummad:Brezhoneg]]
 
[[Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg]] a oa bet savet e 1982 gant kelennerien bodet en-dro da d-[[Tudual Kalvez]].
PIV ZO 'BARZH ?
Savet eo bet UGB, [[Unvaniezh ar Gelennerion Brezhoneg]], en 1982 gant kelennerien bodet en-dro da d[[Tudual Kalvez]]. War-dro 200 ezel zo er gevredigezh evit 'bloaz, deus pep gennad kelenn ha deus pep korn deus Breizh. Lakaet 'deus da bal pennañ kelaouiñ ha stourm 'vit 'vo kinniget da gement den deskiñ brezhoneg pe dre ar brezhoneg ken er skolioù prevez evel er skolioù publik, en Diwan hag er c'hentelioù 'vit an oadourion. N'eo stag UGB ouzh strollad politikel 'bet.
 
PIV A C'HALL BEZAÑ EZEL ?
An oll re gelenn brezhoneg er skolioù-mamm ha kentañ derez, er skolajoù hag el liseoù, er skolioù mistri hag er skolioù-meur - pe vefe en Deskadurezh Stad, katolik pe Diwan -, dre lizher hag er c'hentelioù-noz. Digor eo UGB d'an oll gelennerion (d'ar re na gelennont ket brezhoneg 'vit c'hoazh zoken).
 
PETRA ZO BET GOUNEZET GANT UGB ?
Sikouret 'deus da c'hounit ar C'hAPES brezhoneg en 1985, da zigeriñ klasoù divyezhek, da gaout an DEUG brezhoneg en 1989, arnodennoù istor-douaroniezh en brezhoneg er breved ar skolajoù hag er vachelouriezh.
Ha n'eus ket ken pell zo zo bet tapet kaout testennoù a-berzh-Stad 'vit kenstrivadegoù ispisial kelennerion ar skolioù. Labourat 'ra UGB war dachenn ar c'helenn ivez, gant stummerion pe klaskerion war ar yezh, an divyezhegezh pe ar c'henteliañ.
 
PENAOS MONT WAR-RAOK ?
Dre daremprediñ kargidi ar velestradurezh hag ar sindikadoù, dre bouezañ war hon dilennidi, dre gelaouiñ ar gelennerion koulz diwar-benn o gwirioù ha diwar-benn ar c'helenn, dre embann pennadoù ha mennadoù, dre vanifestiñ...
 
UGB HAG AR C'HEVREDIGEZHIOU ALL
Kenlabourat 'ra UGB gant an oll gevredigezhioù zifenn hor yezh hag ezel eo deus Kuzul Sevenadurel Breizh. Labourat 'ra gant Div Yezh , Dihun ha Diwan 'barzh komite deskadurezh Kuzul Sevenadurel Breizh. Ezel eo UGB deus Breizh Unvan.
 
SKOAZELL UGB
Kinnig a ra UGB ha KSDS (Kreizenn Stummañ an Danvez Skolaerion) :
• Yalc'hadoù stummadur dibaouez 'vit an oll gelennerion pe danvez-kelennerion bet o kemer perzh en ur staj brezhoneg (30 eurvezh d'an nebeutañ) war o c'houst ha war o amzer vak.
• Yalc'hadoù stummañ 'vit an danvez-kelennerion brezhoneg enskrivet en IUFM, en UCO (Skol-veur Gatolik ar Gornaoueg), er CFP Katolik, er greizenn-stummañ Kelenn.
 
[http://www.ugbrezhoneg.com/ Lec'hienn UGB]