Ikaros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadwalan (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|Ikaros ha Daidalos gant [[Frederic Leighton]] Er vitologiezh c'hresian, '''Ikaros''' (en henc'hresianeg Ἴκαρος, ''Ikaros'')...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 10 Ebr 2007 da 21:51


Er vitologiezh c'hresian, Ikaros (en henc'hresianeg Ἴκαρος, Ikaros) a oa mab an tisavour Daidalos hag eus ur sklavez kretat. Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en doa nijet re dost eus an heol.

Ikaros ha Daidalos gant Frederic Leighton


Mojenn

Ikaros hag e vab a oa o klask tec'hout fulor ar roue Minos. Bac'het e oant er Milendall goude tec'h Teseüs[1].

Hervez doare anavezetañ ar vojenn, Daidalos a savas eskell heñvel ouzh re al lapoused fardet gant pluñv ha koar. Kenteliañ a reas e vab ha berzañ outañ tostaat d'an heol met Ikaros, trevariet e spered gant e nijadenn a bignas re uhel. Tostaat a reas d'an heol a lakaas ar c'hoar a zalc'he e eskell en o stumm da deuziñ tamm-ha-tamm. A-benn ar fin e torrjont hag e kouezhas er mor.


gwelet ivez

 
Icarus by Hendrik Goltzius


Liammoù diavaez


Notennoù

  1. hervez un hengoun all e oant o kuzhat en enzenn gant sikour ar rouanez