Diforc'hioù etre adstummoù "Stadoù-Unanet Amerika"

D
typo
D (typo)
==Douaroniezh==
 
Trede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h [[Rusia]] ha [[Kanada]] hag a-raok [[Republik Poplek Sina]]. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo Stadoù an [[Alaska]] ha [[Texas]]. Ar bloc’had 48 Stad (a vez anvet « ''Mainland'' » a-wechoù), zo dezhañ ur stumm a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg) </ref> J.-Y. Cleach [...], “La puissance américaine” p.104 </ref>. 2500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. An Stêr [[Missouri]] hag ar stêr-veur [[MississipiMississippi]] zo o-div 6000 km a hed ha redek a reont er “Mainland”. Ken hir int o-div hag ar stêr [[Amazonia]] zo o redek e su Amerika.
 
=== Harzoù gant broioù all ===
 
An Indianed a oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat.
Er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar MississipiMississippi hag e-se e enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile.
 
E [[1607] e tiazezas ar Saozon o c’hêriadenn gentañ, [[Jamestown]] hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennoù niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oa [[Plymouth]], [[Boston]], [[Salem]], [[Williamburg]]. D'ar mare-se e voe krog da harluañ ha da werzhañ tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegoù kotoñs er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmoù.
45

modifications