Roje an Tailhanter : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Liammoù + traouigoù
Linenn 1:
'''Roje an Tailhanter''' pe '''Roger Le Taillanter''' genidik eus [[Aodoù-an-Arvor]] ha mab da labourerien-douar. Bet [[komiser polis]] ha da c'houde skrivagnersaver [[romant polis|romantoù polis]]. Marvet eo d'an [[12 Here]] [[2005]] da 80 vloaz er [[Ar Roc'hell|Roc'hell]] e [[Bro-C'hall]], da-heul ur [[krign-bev|c'hrign-bev]] eus ar [[skevent]].
 
Bet eo Roje an Tailhanter komiser prefeti polis [[Pariz]], e penn ar ''quai des orfèvres'' e lec'h ma oa karget da stourm a-enep d'an dorfedouriezh vras. E [[1975]] e oa distro da [[Breizh|Vreizh]] e penn polis justis [[Roazhon]] gant ur gefridi resis : lakaat un termen da [[gwalldaol|walldaolioù]] an [[Talbenn evit Dieubidigezh Breizh|FLB]]. Lakaet e voe e di da darzhañ e [[Ploueg-ar-Mor]] gant an ''talbenn'' e miz Mae [[1979]]. Daou vloaz goude ez aio war e leve ha stagañ a raio gant ur vicher nevez : skrivagnersaver romantoù polis e galleg. Berzh bras a reas en e vicher nevez hag enoret e voe gant ar priz ''Quai des Orfèvres'' just a-walc'h.