Rhys ap Tewdwr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Rhys ap Tewdwr]] (1078 – 1093) a oa roue [[Deheubarth]] hag un ezel eus tiernelezhtierniezh [[Dinefwr]].
 
Da roue e yeas goude marv e genderv [[Rhys ab Owain]] en un emgann ouzh [[Caradog ap Gruffydd ]] e [[1078]]. Pa voe aloubet Deheubarth e [[1081]] gant Caradog ap Gruffydd e voe ret da Rhys mont da repuiñ da [[Iliz-veur Sant David]]. Gant [[Gruffydd ap Cynan]], hag a oa o klask adtapout kurunenn [[Gwynedd]], en em gevreas, avat, hag en [[emgann Mynydd Carn]] e faezhas Caradog, [[Trahaearn ap Caradog]] ha Meilyr ap Rhiwallon en hevelep bloaz.
Linenn 11:
Derc'hel a reas Rhys ap Tewdwr ouzh an [[Normaned]] betek 1093, pa voe lazhet e-kichen [[Brycheinog]] gant un alouber norman bennak. N'ouzer ket hag-eñ e voe dre drubardiezh pe en un emgann.
 
Gant [[Gwladys verch Rhiwallon]] eus tiernelezhtierniezh [[Mathrafal]] e [[Powys]] e oa bet dimezet. Daou vab en doa bet : [[Gruffydd ap Rhys|Gruffyd]] ha Hywel. Rhys a voe roue Deheubarth goude marv e dad, met an darn vrasañ eus e rouantelezh a voe aloubet gant an Normaned. Ne renas nemet war [[Cantref Mawr]]
 
E verc'h [[Nest verch Rhys]] a oa brudet evit he c'haerded. Dimezet e voe gant [[Gerald Pembroke]] hag anvet e vez "Helena Kembre" rak he skrapadenn gant [[Owain ap Cadwgan]] a voe abeg d'ur brezel diabarzh.