Nubia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: bg:Нубия
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
==Istor==
===Ragistor===
N'o deus ket laosket sevenadurioù kentañ Nubia roudoù skrivet na ne vez ket kavet roud anezho kennebeut e-touez danevelloù bloaziek pobloù all. E-mesk sevenadurioù heverk kentañ Nubia emañ sevenadur [[Badari]], war-lerc'h [[Naqada]] ha da-heul hini [[Girzah]]. E Girzah eo anavezet ar sevenadur kentañ dindan an anv a [[Strollad-A]]. Kempred eo, well-wazh, gant ar [[Iañ tiernelezhtierniezh Egipt|I{{añ}} tiernelezhtierniezh]] en Egipt, e-tro [[3100 kt JK]]. Strolladoù damgantreerien a oa anezho a veve diwar mesa [[dañvad|deñved]], [[gavr|givri]] ha tammoù [[chatal]]. Anavezet eo dre e lidoù douarañ hag e briajoù. Bloaziataet eo bet an ostilhoù ragistorel kavet e Nubia eus e-tro [[65 000 kt JK]]. Kavet int bet a-hed [[Nil|traoñienn an Nil]]
[http://smu.edu/newsinfo/releases/01033.html].
 
Kregiñ a reas ar sevenadur-mañ da vont war an diskar war-dro an {{XXVIIIvet kantved kt JK}}. [[Strollad-B]] a reer eus ar sevenadur zo deuet war-lerc'h. Gwechall e veze soñjet e oa deuet tud ar Strollad-B eus a lec'h all. Bremañ e kav d'an darn vrasañ eus an istorourien ne oa eus Strollad-B nemet tud Strollad-A met kalz disteroc'h o stad. Amsklaer eo abegoù kement-se, marteze diwar aloubadegoù ha preizherezh [[Egiptiz]] a grogas d'ar mare-hont.
 
Pa yeas war-raok ar [[kenwerzh|c'henwerzh]] etre Nubia hag Egipt e reas kement all ar yec'hed hag ar stabilder politikel. Da vare [[VIvet tiernelezhtierniezh Egipt|{{VIvet}} tiernelezhtierniezh Egipt]] edo rannet Nubia en ur strobad rouantelezhioù bihan. Tabut zo c'hoazh evit gouzout ha bez' e oa pobloù ar [[Strollad-C]] a ziorroas etre e-tro [[2240 kt JK]] ha [[2150 kt JK]] tud deuet eus an diavaez pe disoc'h un emdroadur diabarzh. Heñvelderioù zo etre poderezh ar Strollad-A ha hini ar strolladoù B ha C. Gallout a rafe diskouez un distro eus ar Strollad-A bet argaset pe ur ''revival'' diabarzh eus arzoù diank. D'an ampoent e oa deuet ar [[Sahara]] da vezañ re grin evit bevañ Mab-den ha posupl eo e vije bet deuet kantreerien eus ar Sahara. Heverk eo poderezh ar Strollad-C dre e linennoù mentoniel engravet leuniet gant liv gwenn ha drevezadurioù kantennerezh moullet.
 
Kempred gant Strollad-C, met disheñvel outañ, emañ sevenadur ar ''Bezioù pillig'', anvet evel-se abalamour d'an diskempenn ma oa o bezioù. Liammañ a reer ar ''Bezioù pillig'' ouzh lodenn reter an [[Nil]] met sklaer eo e oa keneskemm da vat etrezo ha Strollad-C. Heverk eo o foderezh dre e linennoù kizellet dizingaloc'h eget re ar Strollad-C, peurliesañ gant ichoù diginkl etre an tresoù mentoniel.
Linenn 24:
P'en em dennas Egiptiz e laoskjont war o lerc'h un hêrezh padus a gemmeskas gant boazioù hag hengounioù ar vro a-benn reiñ rouantelezh [[Kush]]. Tud Kush a zegemeras kalz a berzhioù sevenadurel digant Egiptiz evel ar relijion hag ar boazioù da sevel [[piramidenn|piramidennoù]]
 
Pelloc'h eo padet rouantelezh Kush eget hini Egipt. E-pad ur frapad, zoken, e voe aloubet ha sujet Egipt gant Kush (e-pad marevezh ar [[XXVvet tiernelezhtierniezh Egipt|{{XXVvet}} tiernelezhtierniezh]] pe tiernelezhtierniezh Kush) en {{VIIIvet kantved kt JK}}. Biskoazh ne zeuas a-benn ar [[Impalaeriezh roman|Romaned]] da stagañ Kush ouzh o impalaeriezh. Kenwerzh a veze etre an Impalaeriezh roman ha rouantelezh Kush; eno e kave Roma goprsoudarded ivez.
 
Adal ar bloavezhioù [[315 kt JK|- 315]] [[295 kt JK|- 295]] e vrasa an troc'h gant skouer sevenadurel Egipt. Kreñvoc'h eo ar roud Nubia-soudanek, dreist-holl war an dachenn politikel ha relijiel.
Linenn 80:
 
==Gwelet ivez==
*[[XXVvet tiernelezhtierniezh Egipt|{{XXVvet}} tiernelezhtierniezh Egipt]]
*[[Egipt]]
*[[Etiopia]]