Sultan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Sultan''' ([[Arabeg]]:''' سلطان''') zo un titl [[Islam|islamek]] bet gwisket gantañ talvoudegezhioù disheñvel a-hed an istor. E penn-kentañ e oa un anv-kadarn arabek a dalveze kement ha "nerzh", "aotrouniezh", beli un den". Diwezhatoc'h e teuas da vezañ implijet evit envel renerien vuzulman embannet ganto o hollveliezh er fedoù (da lavaret eo na anavezent beli all ebet a-us dezho estreget o hini dezho o-unan) hep mont betek goulenn ar [[Kalifelezh|galifelezh]] klok evit kelo-se. Adal neuze e krogas an termen da zezverkañ talvoudegezhioù disheñvel hervez ar gendestenn.
 
==[[Monark]] muzulman oa ren diouzh reol ar ''[[charia]]'' (chari'ah)==
Evel m'eo termenet rolroll ar rener gant ar [[Koran|C'horan]] end-eeun ez eus ur pouez speredel ha relijiel war un dro gant ar sultan. Koulskoude, n'eus ket eus ar sultaned doktorien relijiel. Da geñveriañ, en [[Impalaeriezh vuzantat]], e veze graet [[Kaezarpabelezh]] eus an unded relijiel ha stadel-se e metoù hengounel kristeniezh reizhkredennek ar reter. [[Nikolaz II Rusia|Nikolaz II]], [[tsar]] [[Rusia]] eo bet ar penn-Stad anvuzulman diwezhañ gantañ ur galloud damheñvel. E [[Breizh-Veur]], er furmoù, ez eo [[Monark Breizh-Veur]] war un dro e penn an Iliz hag ar Stad ha [[Gouarnour meur Iliz Bro-Saoz]]; er fedoù n'eo ken ar rouanez nemet penn an Iliz war baper; emañ ar statud-se da vezañ adwelet ivez p'en deus embannet ar [[priñs]] [[Charlez (priñs Kembre)|Charlez]] e venne bezañ 'difennour an feizioù' kentoc'h eget 'difennour ar feiz'.
 
Ar c'hentañ zo bet oc'h ober gant an titl a ' Sultan' eo bet ar Penn Turkmen [[Mahmoud a Ghazni]] (o ren eus [[998]] da [[1030]]). War-lerc'h eo deuet 'Sultan' da vezañ titl ar Pennoù [[Turked seldjouk Turk|Seldjouk]], an Durked [[Impalaeriezh Otoman|Otoman]], an [[Tierniezh Ayyubid|Dierniezh Ayyubid]] hag ar renerien [[Mamelouked|Mamelouk]] en [[Egipt]]. Skeudennaouet brav eo talvoudegezh relijiel an titl dre ar fed m'eo [[Kalif]] [[Kaero]] eo a roas an anv a 'Sultan' da [[Mourad Iañ|Mourad {{Iañ}}]], trede rener an Impalaeriezh Otoman e [[1383]]. [[Bey|Beyed]] a veze graet anezho betek neuze.